Donner Party
An Donner Party, lesanvet raloc'h the Donner–Reed Party, a oa bet un darvoud gant ur strollad gwastadourien stadunanat a oa fiñvet diouzh Kalifornia en ur charreadenn o tont eus ar Midwest. Daleet e oa bet ar charreadenn gant meur a zarvoud. Rediet e oant bet da baouez ha da dremen ar goañv gant erc'h bras e 1846–1847 e menezioù Sierra Nevada. Lod eus an divroidi-se a oa bet a oa bet betek treiñ da duddebrerien evit chom bev. Da gentañ o devoa debret korfoù ar re marvet gant an naon, ar c'hleñvedoù pe ar yenijenn spontus. Goude-se evit ul lod e oant bet betek lazhañ daou amerindian a oa oc'h ambrougañ anezho evit debriñ anezho.
Deiziad krouiñ | 12 Gou 1846 |
---|---|
Stad | Stadoù-Unanet |
Lec'h | Wyoming |
Members have occupation | American pioneer |
Start point | Independence |
Destination point | Sutter's Fort |
Deiziad divodañ | 29 Ebr 1847 |
An Donner Party a oa bet savet gant tud eus Springfield (Illinois), ha loc'het e oa eus Independence (Missouri), war hent Oregon en hañv 1846, goude un toullad familhoù hag a oa loc'het dija d'ober ar memes hent. Ar veaj a oa da badout etre pevar ha c'hwec'h miz, an Donner Party avat a oa bet gorrekaet dre ma klaske tremen dre un hent nevez anvet Berradenn Hastings, hag a yae hebioui an hentoù anavezet hag a dremene dre ar Menezioù Roc'hellek Chadennad Wasatch ha Dezerzh Meur al Lenn Sall, en Utah hiziv-an-deiz. An douaroù a oa krin ha treut, hag an diaesterioù a voe war o hent pa oant o tremen dre ar stêr Humboldt en Nevada hiziv-an-deiz, a voe kaoz da goll kalz bevin ha kirri. Gant an diaesterioù-se e oa kroget disrannoù etre izili ar charreadenn.
E penn kentañ miz Du, an divroidi o devoa tizhet ar Sierra Nevada met tapet e voent gant an erc'h o kouezhañ abred nepell diouzh Lenn Truckee (Lenn Donner bremañ), uhel er menezioù. Ar pourvezioù boued a zigreske buan betek bezañ izel-izel, hag e-kreiz miz Kerzu, lod eus ar strollad a oa aet war-droad da glask sikour. Sikourerien eus Kalifornia a oa bet o klask tizhout an divroidi, met ar c'hentañ strollad sikour ne oa ket erruet a-raok kreiz miz C'hwevrer 1847, tost pevar miz goude ma vije bet trapet ar charreadenn. Diwar ar 87 a izili a oa er charreadenn, 48 a oa chomet bev. An istorourien o deus diskrivet an darvoud evel unan eus an trajediennoù boemusañ en istor Kalifornia hag en holl eñvorennoù eus an divroañ war-zu ar C'hornôg.
Eñvorennoù ha tuddebrerezh
kemmañLod eus ar re a oa chomet bev a embannas ne oa ket bet debret tud ganto. Daoust da se, Charles McGlashan, hag en doa kenskrivet gant kalz eus an dud a oa er charreadenn e-pad un 40 vloaz bennak, en doa dastumet testenioù eus ar fedoù-se.