Doue ha mem bro a oa ul lugan katolik hag enep reveulzier da vare ar Reveulzi C'hall ha Impalaeriezh Napoleon. Bez e voe implijet da gentañ gant chouanted Breizh evel youc'h brezel pe arouez gant Kalon Sakr Jezuz Krist, pa veze al lu roueelour a Vendée oc'h implijout "Dieu et mon roy" da lugan. Abaoe fin ar Chouanerezh e vez implijet gant roueelourien Breizh. Implijet e vez ivez gant katoliked zo hep ar meneg politikel a oa a-dreñv al lugan da gentañ.

Livadur meulgan d'ar chouanerezh, ar chouan o vervel stag ouzh kroaz an Aotrou
Difenn Iliz Boutigny e Landevant

"Doué ha mem bro" zo ivez titl un dastumad barzhonegoù gant ar beleg Yann-Vari ar Joubiouz, eus eskopti Gwened, embannet e 1844 e Gwened.

Levrlennadur

kemmañ