Dranse
(Adkaset eus Drance)
Dranse zo un douranv a zo bet roet da veur a stêr, hag a c'hallfe bezañ keltiek pe rakkeltiek.
Arguzenn
kemmañUr stêr e sirk Émosson, e Suis, a zo anvet Nant de Dranse, pezh a dalvez :
- ez eo koshoc'h ar ger « dranse » eget ar ger « nant », un anv keltiek ("nant" e kembraeg, "ant" e brezhoneg) ;
- ne veze ket komprenet ar ger « dranse », a dalvez "froud, red-dour", en amzer ma veze graet gant « nant » .
An anvioù « Doire », « Doron », « Durance »… zo kar d'an anv « Dranse ».
Ar stêrioù anvet Dranse
kemmañE Bro-C'hall
kemmañAn Dranse zo ur stêr eus Bro-C'hall a zegouezh e lenn Geneva, hag a ra un delta, hag en dro-dezhañ mirva delta an Drance. Adstêrioù zo dezhi:
- an Dranse d'Abondance,
- an Dranse de Morzine
- ar Brevon.
E Suis
kemmañAn Dranse zo ur stêr eus Suis, adstêr d'ar Ron. Degouezhout a ra eus kember an Dranse de Bagnes, an Dranse d'Entremont hag an Dranse de Ferret. Treuziñ a ra kêr Martigny e kanton Valais.