Dreimorengesetz
Dreimorengesetz a zo un termen alamanek a dalvez "lezenn an tri mora". Talvezout a ra al lezenn-mañ evit goût war be silabenn en ur ger latin e ranker lakaat an taol-mouezh.
Lec'h an taol-mouezh
kemmañPeuliesañ e kouezh an taol-mouezh war an eil silabenn diwezhañ ur ger latin m'az eo "pounner" ar silabenn-se (d.l.e. achuet gant ur vogalenn hir pe ur gensonenn) pe neuze war ar silabenn gent, d.l.e an trede silabenn diwezhañ, ma'z eo an eil silabenn diwezhañ ur silabenn "skañv" (d.l.e eo achuet gant ur vogalenn verr).
Da skouer:
- Condĭtum "diazezet" = co•n—di—tum (pounner, skañv, diwezhañ) = cónditum
- Condītum "sasunet" = co•n—di•i—tum (pounner, pounner, diwezhañ) = condítum
- Conductum "bodet" = co•n—du•c—tum (pounner, pounner, diwezhañ) =condúctum
( - a verk ar bevennoù etre an eil silbenn hag eben; • a verk ar bevennoù etre an eil mora hag egile)
Dielfennañ ar moraoù
kemmañPa lakaer da dalvezout ur silbenn skañv kement hag ur mora hag ur silabenn bounner da dalvezout daou vora e teu da vezañ sklaer e kouezh an taol-mouezh war an trede mora diwezhañ atav ne vern war be silabenn resis emañ.
Da skouer:
- Er ger condĭtum an trede mora diwezhañ eo n er silabenn gentañ, neuze e kouezh an taol-mouezh war cón-
- Er ger condītum an trede mora diwezhañ eo lodenn gentañ an ī en eil silabenn, neuze e kouezh an taol-mouezh war dí-
- Er gerconductum an trede mora diwezhañ eo du en eil silabenn, neuze e kouezh an taol-mouezh war on duc-
5vet mora | 4re mora | 3de mora | 2l mora | diwezhañ | taol-mouezh | |
---|---|---|---|---|---|---|
co | ń | di | tum | = cónditum | ||
co | n | dí | i | tum | = condítum | |
co | n | dú | c | tum | = condúctum |
Yezhoù all
kemmañKaveout a reer reolennoù damheñvel e yezhoù all, da skouer:
- Implijet e evze ur reolenn damheñvel gant an arabeg ha gant yezhoù semitek all, bet luzit a-hed an amzer abalamour d'ar fed m'eo bet kollet an darn vrasañ eus ar vogalennoù e dibenn ur ger;
- Implijet e vez ur reolenn damheñvel gant ar sañskriteg ha gant yezhoù indezek all, astennet ra ma gouezh an taol-mouezh war ar bevare silabenn diwezhañ seul wezh m'eo skañv an trede silabenn diwezhañ;
- Gant ar henc'hresianek e veze implijet ur reolenn disheñvel evit lec'hiañ an taol-mouezh, met damhñvl ouzh honnezh dre ma n'halle kouezhe an taol-mouezh nemet war an teir silabnn diwezhañ diazezet ivez, evel ar reolenn latin, war an niver a voraoù kentoc'h evit war ar struktur silabennek.