Duerme Negrito (Kousk Morianig e brezhoneg) zo ul luskellerez[1] hengounel spagnolek bet chomet dianav ar c'hrouer anezhi.

Kanet e oa bet, evit ar wech kentañ, gant ar c'haner arc'hantinat Atahualpa Yupanqui en devoa he dastumet tra m'edo o veajiñ tro-war-dro an harzoù etre Kolombia ha Venezuela.

An Danvez

kemmañ

Mamm ur c'hrouadur an hini eo a gan : goulenn a ra gantañ ma kousko tra m'emañ-hi o kordañ gant al labour er maezioù ([...]que tu mamá está en el campo[...]). E-giz-se e c'hello degas traoù mat da zebriñ dezhañ — koailhed, frouezh saourus, kig moc'h — ha traoù all. Ha ma ne van ket kousket e teuio an diaoul gwenn (diablo blanco) da zebriñ e zornig/c'harig (patita).

Kanerien all

kemmañ

Adkemeret e oa bet gant un toullad a ganerien ha strolladoù da c'houde, Víctor Jara, Silvana Kane, Los Machucambos, Mercedes Sosa, Quilapayún, Daniel Viglietti, Alfredo Zitarrosa en o zouez.

Listen

kemmañ

Duerme Negrito

Vocal arrangement Emiglio Solé

Camerata Ars Musica - Jayme Amatnecks

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Canción de cuna pe nana e spagnoleg.