Dugelezh Aremberg
Dugelezh Aremberg pe Arenberg(en alamaneg : Herzogtum Arenberg) a oa ur stad vihan en Alamagn ha Belgia, adal 1789 betek 1918. Perzh a gemeras e Kengevread ar Roen, er C'hengevread alaman, hag en Impalaeriezh alaman.
E Nordrhein-Westfalen emañ hiziv.
Douaroniezh
kemmañEmañ bourk ha kastell Aremberg, pe Arenberg un 50 km er gwalarn da gêr Koblenz, en Eifel. Eno e oa konted ha duged Tiegezh Arenberg o chom.
Istor
kemmañE 1298 ec'h eas Kontelezh Arenberg gant konted Mark goude un dimeziñ.
E 1547, goude un dimeziñ all, ez eas gant Jean de Barbançon, eus Tiegezh Ligne. Kreskiñ a reas ar gontelezh e 1559 pa voe staget baroniezh Zewenberghes outi.
E 1576 e voe anvet da briñselezh, hag e teuas da vout unan eus Stadoù an Impalaeriezh santel.
E 1644 e teuas da vout un dugelezh evit Philippe-François d'Arenberg, dug Aerschot, betek 1801 pa voe staget ouzh an Impalaeriezh c'hall.
Pa gouezhas Napoleon Bonaparte e 1815 e voe staget an darn vrasañ ouzh Rouantelezh Hannover ha roet ar peurrest da rouantelezh Prusia, gant bourk Aremberg.