Dulce et Decorum est
Dulce et Decorum est zo ur varzhoneg gant ar barzh saoznek Wilfred Owen e 1917, pa oa soudard en arme saoz er Brezel-bed kentañ, bloaz a-raok ma voe lazhet, e miz Du 1918, hag a voe embannet e 1920.
Brudet eo ar varzhoneg el lennegezh saoznek abalamour d'ar skeudennoù kriz hag euzhus zo enni ha dre ma sav a-enep d'ar brezel a-grenn.
Ar skrid
kemmañDulce Et Decorum Est | |
Bent double, like old beggars under sacks, |
Daoubleget evel klaskerien-vara dindan o samm, |
Titl
kemmañDont a ra titl latin ar varzhoneg eus ar sturienn a lenner en div linenn diwezhañ eus al lavar Dulce et decorum est pro patria mori skrivet gant ar barzh latin Horatius eCarmina, levrenn III, ii-13[3]
Dulce et decorum est pro patria mori : |
Pegen c'hwek ha brav eo mervel evit ar vro : |
Anavezet e oa ar gerioù-se gant an dud a oa a-du gant ar brezel hag implijet e vezent da entanañ ar soudarded ha da duta zoken. Anavezet e oant ivez gant ar soudarded eta.
E 1913 e voe skrivet al linenn Dulce et decorum est pro patria mori ouzh moger chapel skol an ofisourien saoz e Sandhurst[4].
Notennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ Ar « Pemp-Navioù » : obuzoù alaman 5,9 meutad dezho, 150 mm eta.
- ↑ C'hwek ha kaer eo mervel evit ar vro.
- ↑ Q. Horati Flaccvs. The Latin Library. Kavet : 06 KZU 18.
- ↑ Francis Law, A man at arms: memoirs of two world wars (1983) p. 44 (ISBN 978-0-00-217057-4)