Dunstable (distaget [ˈdʌnstəbəl] e saozneg) zo ur gêr hag ur barrez keodedel eus Bro-Saoz, e Bedfordshire. Emañ e reter an torgennoù anvet Chiltern Hills, en hanternoz da Londrez. Meur a vri gleiz a weler e-kichen Dunstable. Ar gêr bennañ eo e kreiz Bedfordshire hag an drede vrasañ er gontelezh, goude Luton ha Bedford.

Dunstable, tour an horolaj.

En amzer ar Romaned e oa eno ur c'hreñvlec'h anvet Durocobrivis[1].

Meneget eo en Itinerarium Antonini :

  • Itinerarium Antonini 4712 (Iter II) : Durocobrivis; 4769 (Iter VI) : Durocobrius; 4797 (Iter VIII) : Durocobrivis

Dianav eo talvoudegezh an anv-se. Marteze diwar : *duro- (= kamp, kreñvlec'h) ha *co- / *com- (= asambles) ha *briv- (= pont, pe bag-treizh).

An anv a vremañ zo bet displeget e meur a zoare. Meneg a gaver anezhañ er skridoù abaoe an hensaozneg : Dunestaple 1123 Anglo-Saxon Chronicle (E); Dunestapla 1130 P, -spaple 1154 HHunt. Savet e vefe marteze diwar an elfenn Dunn(a), anv-den, ha stapol (= post, piler), da lavarout eo : maen-bonn ur vro dalc'het gant un den anvet Du(n)a[2],[3].

Notennoù

kemmañ
  1. A.L.F RIVET & Colin SMITH : The place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979-1982
  2. A.D MILLS : Oxford Dictionary of Brirish Place-Names. Oxford University Press. 1981 - 2003.
  3. Eilert EKWALL : The concise Oxford Dictionary of English Place-Names. 4e embannadur. Clarendon Press. 1936-1980.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.