Dvergr
Er wengelouriezh lec'hlennat eo un dvergr [ˈdwerɡz̠] ur boud hag a vev dindan ar menezioù, ereet ouzh ar ouiziegezh, ar mengleuzioù hag an dornvicherioù. Hiriv eo mesket gweledigezh ar boud-se gant hini ar gorred, boudoù bihan ha divalav (dwarf eo an anv saozneg a-vremañ), mes ne oant ket taolennet evel-se er skridoù kozh.
Gerdarzh
kemmañUr ger germanek eo. Dvergr eo ar ger norsek tra ma'z eo twerg en henalamaneg uhel, dweorg en hensaozneg, hag a ziskenfe eus ur ger kentgermanek: *dwergaz.
Skolveuridi o deus savet un deorienn a-zivout orin an dverg oc'h ober furchadennoù yezhoniel hag keñveriadennoù mitologel. Soñjal a reer eo ereet an dvergr (liester: dvergar) ouzh an anaon. Gallout a reer menegiñ ar ger indezeuropek *dheur- ("drast"), pe *dhreugh ("gwallhunvre"). Keñveriet eo a-wezhioù gant ar ger sanskritek dhvaras (ur seurt "boud difetis").
An dvergr er sevenadur a-vremañ
kemmañA-hed an amzer e voe mesket meizad an dvergr gant an dud vihan anvet nanus e yezhoù latin (nain e galleg, nano en italianeg, hag arall...) pe korr (pe corr) e yezhoù predenek. Daoust ma c'hallje ar ger predenek taolennañ ur boud damheñvel ouzh ar ster a-orin (ur boud diwelus ereet ouzh ar re varv), roudoù a zo gant an istorioù tro-dro ar gorriganed.
Ar skrivagner J. R. R. Tolkien, ur yezhoniour war ar yezhoù germanek, en deus arveret skeudenn an dvergr evit krouiñ gouenn ar gorrien (dwarves en destenn saoznek orin) en e hollved anvet Douar-ar-C'hreiz. A-c'houde-se eo deuet skeudenn ar c'horr da vout brudet-kenañ el lennegezh moliac'h.