Dylan Eil Ton (hervez ar c'hrenngembraeg) pe Dylan Ail Don (er yezh a-vremañ) eo anv breur Lleu Llaw Gyffes ha mab Arianrhod er Mabinogi.

Menegoù all

kemmañ

Meur a varzhoneg zo e Levr Taliesin diwar-benn Taliesin Ben Beirdd ma reer anv eus Dylan, hag en dornskrid-se e lenner ur marvnad dezhañ ivez. Un anv all dezhañ en Llyfr Taliesin eo 'Dylan Ail Môr'.

Maen Dylan

kemmañ
 
Maen Dylan

En Englynion y Beddau (e Levr Du Caerfyrddin), eo skrivet emañ bez Dylan e kornad Clynnog Fawr en Arfon, e Gwynedd:

Yn ydd wna ton dolo
Bedd Dylan (yn) llan Beuno[1].

Emañ Trwyn (fri) Maen Dylan e-tal Aberdesach e kumuniezh Clynnog. Er mor emañ Maen Dylan, ur garreg ouzh troad an Trwyn.

Notennoù

kemmañ
  1. A. O. H. Jarman (gol.), Llyfr Du Caerfyrddin (Caerdydd, 1982).