Digeriñ al lañser pennañ


E matematik ez eo e un digemmenn a grog e skrivad degel gant 2,718 281 828 459 045 235 360 287 4…. Diaz al logaritm naturel eo.

Anvadur :

  • a vez anvet a-wechoù digemmenn Neper, eus anv ar matematikour skosad John Napier (pe Neper) en deus degaset al logaritm.
  • a voe anvet niver eksponantel gant Euler e 1761.

IstorAozañ

An niver   a zo sur-walc'h an digemmenn real bouezusañ e matematik goude pi : kavet e vez e normalizadur ar fonksionoù eksponantel. Diaes eo deiziañ ar wech kentañ m'eo deuet a-wel el lennegezh. E gwirionez, goude ma vefe bet degaset al (logaritm]] gant Neper evel rekipe jediñ evit aesaat jedadenn ar sinus, ar c'hosinus, ar produ hag ar rannad, met ne roas diaz resis ebet evit al logaritmoù-se hag al logaritmoù dezho an diaz 10 eo ar re a veze kavet peurliesañ d'ar mare-se.

Al logaritmoù naturel a zeuas war-wel evit ar wech kentañ e 1618 evel stagadenn da dretad Napier, skrivet gant William Oughtred sur a-walc'h.

E 1624 e roas Briggs un talvoud nesaet eus logaritm degel un niver ne zeue ket a-benn d'anavezout en un doare resis, met a ziskouezas bezañ  .

 
Ar gorread dindan an hiperbolenn a zo kevatal da 1 war ar spasamant [ 1 ; e ].

E 1647 e jedas Grégoire de Saint-Vincent ar gorread dindan an hiperbolenn, met ne anata ket an niver  .

E 1661 e voe gouest Huygens d'ober al liamm etre ar gorread dindan an hiperbolenn hag ar fonksionoù logaritm. Dre m'eo   an niver real e doare ma vefe ar gorread dindan an hiperbolenn etre 1 hag   kevatal da 1 ez eo posupl e vefe bet merzet an niver-se d'ar c'houlz-se, hep ma vije komzet eus outañ evel diaz al logaritm naturel avat.

Ar wech kentañ ma teuas   a-wel evel niver heverk a zo e 1683, d'ar mare ma veze dedennet Bernoulli gant ar jedadoù interest. Ar pezh a gasas anezhañ da studiañ bevenn an heulienn  . Met den ebet d'ar c'houlz-se ne ra al liamm etre an niver-se hag al logaritm naturel. Padal ez eo e-pad ar c'houlz-se ma voe kroget da verzout ez eo ar fonksion logaritm dezhi an diaz   resiprokenn ar fonksion eksponantel dezhi an diaz  . Prest e oa neuze kumuniezh ar skiantourien da zizoleiñ  . A-benn ar fin ez eo en ul lizher eus Leibniz da Huygens e voe anavezet an niver-mañ evel diaz al logaritm naturel, met anvet e voe   gant Liebniz.

Gant Euler e voe degaset en an notadur   evit an digemmenn-se en ul lizher a gasas da Goldbach e 1731. Meur a vartezeadenn a zo bet savet da zisplegañ choaz al lizherenn   :   evit Euler ?   evit eksponantel ? pe marteze e oa   ar c'hentañ vogalenn vak e labour Euler.

Euler eo ivez a ro diorren   e serienn

 

hag e kevrenn gendalc'hus :

 

Dre m'en deus   un diorren e kevrenn gendalc'hus anfin ez eo un niver anrasional. Gant aproksimantoù Padé e c'heller kinnig eztaolioù niverus eus e dindan stumm ur gevrenn gendalc'hus hollekaet. Gallout a ra neuze da Charles Hermite prouiñ trehonted an niver-se e 1873.

Sifroù goude ar virgulenn anavezetAozañ

Kresket eo an niver a zegelennoù anavezet eus   (an niver a sifroù goude ar virgulenn) en un doare bamus e-kerzh an dekvedoù diwezhañ. Daou abeg da se war un dro : galloud an urzhiaterezioù o vont war gresk hag an algoritmoù o vont war wellaat.[1],[2].

Niver a sifroù goude ar virgulenn anavezet evit e
Deizad Sifroù anaveset A-drugarez da
1748 18 Leonhard Euler[3]
1853 137 William Shanks
1871 205 William Shanks
1884 346 J. Marcus Boorman
1946 808 ?
1949 2 010 John von Neumann (gant an l'ENIAC)
1961 100 265 Daniel Shanks & John W. Wrench
1981 116 000 Stephen Gary Wozniak (gant an Apple II[4])
1994 10 000 000 Robert Nemiroff & Jerry Bonnell
Mae 1997 18 199 978 Patrick Demichel
Eost 1997 20 000 000 Birger Seifert
Gwengolo 1997 50 000 817 Patrick Demichel
C'hwevrer 1999 200 000 579 Sebastian Wedeniwski
Here 1999 869 894 101 Sebastian Wedeniwski
21 Du 1999 1 250 000 000 Xavier Gourdon
10 Gouere 2000 2 147 483 648 Shigeru Kondo & Xavier Gourdon
16 Gouere 2000 3 221 225 472 Colin Martin & Xavier Gourdon
2 Eost 2000 6 442 450 944 Shigeru Kondo & Xavier Gourdon
16 Eost 2000 12 884 901 000 Shigeru Kondo & Xavier Gourdon
21 Eost 2003 25 100 000 000 Shigeru Kondo & Xavier Gourdon
18 Gwengolo 2003 50 100 000 000 Shigeru Kondo & Xavier Gourdon
27 Ebrel 2007 100 000 000 000 Shigeru Kondo & Steve Pagliarulo [5]
6 Mae 2009 200 000 000 000 Shigeru Kondo & Steve Pagliarulo [5]

Termenadur ha perzhAozañ

Termenadurioù eAozañ

An displegadennoù a-us a ziskouez e c'hell   bezañ skrivet e meur a zoare disheñvel.

  •   eo an niver real gant   pa dermener ar fonksion   evel primitivenn ar fonksion   a zo nullet en 1. Setu perak ez eo anvet ar fonksion-se diaz al logaritmoù naturel.
  •   eo an niver real gant   pa dermener ar fonksion   evel fonksion nemeti a wir   hag  .
  •   eo bevenn an heulienn  .
  •   a zo par da sammad ar serienn anfin   (gant ar c'henemglev  ).

Ekwivalañs ar pevar zermenadur-se a zeu eus al liammadennoù etre ar fonksion eksponantel, ar fonksion logaritm ha bevenn an heuliennoù.

Teorienn an niveroùAozañ

Digemmenn Neper a gaver stank e teorienn an niveroù. Ar vatematikourien a zo bet dedennet abred-tre gant natur an niver  . Anrasionalder   a zo bet diskouezhet gant Euler[6] e 1737 hag anrasionalder e c'halloudoù anterin gant Lambert e 1761[7]. Ar brouadenn a c'heller ober gant an diorren e serienn (gwelet prouadur anrasionalder e amañ dindan), pe gant an diorren e kevrenn gendalc'hus.

Prouadur trehonted   a voe diazezet gant Hermite e 1873. Deduiñ a reer alese ez eo   trehontel ivez evit forzh peseurt niver rasional   nann null (an niveroù anterin hag all), met ne ouier ket c'hoazh (2007) hag-eñ ez eo   trehontel pe get.

War berzhioù an niver-se eo diazezet teorem Lindemann-Weierstrass.

Konjekturet ez eus bet ez eo   un niver normal

Fonksion eksponantel ha kevatalenn diferañsialAozañ

Evit forzh peseurt niver real  ,   'lec'h m'eo   ar fonksion   nemeti a wir ar gevatalenn diferañsial   ha  . Ober a reer fonksion eksponantel dezhi an diaz   eus ar fonksion-se.

Ganti e c'heller reiñ holl diskoulmoù ar gevatalenn diferañsial   hag a zo ar fonksionoù termenet gant  .

An diorren e serienn a-heul a zo d'ar fonksion eksponantel :

 

Fonksion drigonometrekAozañ

Gant klask an diskoulm kompleksel nemetañ d'ar gevatalenn diferañsial   ha   e vezer kaset d'ar fonksion   ha da identelezh Euler :

 

a zo hervez Richard Feynman ar "formulenn heverkañ er bed"[8] (e o tiskouez an analizerezh, i an aljebr,   ar c'heometriezh, 1 an aritmetik hag an niver 0 ar matematik). Euler e-unan a vefe chomet bamet ivez gant al liammadenn-se, pemp niver diazez enni : 0, 1,  ,  ,  .

Prouadur anrasionalder eAozañ

An niver   a zo kevatal da sammad serienn eksponantel 1 :

 

An diorren-se a c'heller implijout evit diskouez ez eo anrasional.

Proueadur dre zislavar (ab absurdo). Goulakomp ez eus daou niver anterin   ha   e doare ma vefe  , gant   pozitivel strizh ha   brasoc'h strizh eget 1.

Pledomp gant an niver

 

Prouet e vo ez eo   un niver anterin pozitivel strizh ha bihanoc'h strizh eget 1, ha gant an dislavar-se e vo diazezet anrasionalder  .

  • Evit gwelet ez eo   un niver anterin, merzomp ez eo
 
Hogen,   a rann   hag, evit forzh peseurt niver anterin   etre 0 ha   ez eo   rannapl dre  , ar c'hementadoù   ha   a zo neuze anterin,   a zo neuze anterin evel sammad ha diforc'h niveroù anterin.
  • Evit gwelet ez eo   un niver pozitivel strizh ha bihanoc'h strizh eget 1, merzomp ez eo
  ha dre se
 
 
Amañ ez eo ar sammad diwezhañ-mañ ur serienn c'heometrek   he faz.

Dre ma n'eus niver anterin ebet pozitivel strizh ha bihanoc'h strizh eget 1 ez eus un dislavar, ha dre se ez eo   anrasional.

DaveoùAozañ

  1. Sebah, P. and Gourdon, X.; (en)The constant e and its computation
  2. Gourdon, X.; (en)Reported large computations with PiFast
  3. (en)New Scientist 21st July 2007 p. 40
  4. (en)Byte Magazine Vol. 6, Issue 6 (June 1981) p. 392) "The Impossible Dream: Computing e to 116,000 places with a Personal Computer"
  5. 5,0 ha5,1 English Version of PI WORLD
  6. Ed Sandifer, How Euler did it.
  7. Alain Juhel, Lambert ha dirasionelezh Pi (1761).
  8. Equations as icons

Gwelet ivezAozañ

Liammoù diabarzhAozañ