Edward Allen Harris, ganet d'an 8 a viz Du 1950, zo un aktour ha filmaozour stadunanat. Brudet eo bet e-touez ar vurutelladennerien hag an arvesterien evit e rolloù er filmoù Apollo 13 (1995), The Truman Show (1998), Pollock (2000), ha The Hours (2002). Lakaet eo bet e anv war ar renk alies evit un Academy Award.

Ed Harris
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denEd Harris Kemmañ
Anv ganedigezhEdward Allen Harris Kemmañ
Anv-bihanEd Kemmañ
Anv-familhHarris Kemmañ
Deiziad ganedigezh28 Du 1950 Kemmañ
Lec'h ganedigezhEnglewood Kemmañ
TadBob L. Harris Kemmañ
PriedAmy Madigan Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Bet war ar studi eColumbia University, University of Oklahoma, California Institute of the Arts, Tenafly High School, School of the Art Institute of Chicago Kemmañ
Lec'h annezTenafly, Malibu, Los Angeles Kemmañ
Lec'h labourStadoù-Unanet Kemmañ
Deroù ar prantad labour1973 Kemmañ
Ezel ar skipailh sportColumbia Lions football Kemmañ
RelijionPresbyterianism Kemmañ
TachennWestern Kemmañ
PrantadXXvet kantved Kemmañ
Rummad tostCategory:Films directed by Ed Harris Kemmañ

Harris zo bet gwelet evel roll pennañ pe eil roll e filmoù lies evel, Creepshow (1982), The Right Stuff (1983), The Abyss (1989), State of Grace (1990), Glengarry Glen Ross (1992), The Firm (1993), Needful Things (1993), Nixon (1995), The Rock (1996), Stepmom (1998), A Beautiful Mind (2001), Enemy at the Gates (2001), A History of Violence (2005), Gone Baby Gone (2007), National Treasure: Book of Secrets (2007), Snowpiercer (2013), Mother! (2017), The Lost Daughter (2021), ha Top Gun: Maverick (2022). Ouzhpenn-se en deus filmaozet Pollock, hag ar film western Appaloosa (2008). Gwelet e vo e Bed sinema Marvel er stirad skinwel war Disney+ anvet Wonder Man.

Er skinwel, Harris zo bet brudet evit rolloù Miles Roby er ministirad Empire Falls (2005) hag evel ar Senedour stadunanat John McCain er film skinwel Game Change (2012); ar pezh en devoa lakaet anezhañ da vezañ enoret gant ur Golden Globe Award for Best Supporting Actor – Series, Miniseries or Television Film. Gwelet eo bet evel ar Man in Black er stirad skiant-faltazi-western Westworld (2016–2022) war HBO, hag en deus lakaet anezhañ da gaout e anv evit ur Primetime Emmy Award for Outstanding Lead Actor in a Drama Series.