Edmond Bertreux
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ul livour e oa Edmond Bertreux, bet ganet d'an 22 a viz Here 1911 e Trentemoult, kêr Reudied, ha marvet d'ar 14 a viz Here 1991 e Kerc'hfaou (Liger-Atlantel). Douaret eo bet e bered Sant-Yann-ar-Granneg, a oa bet livet meur a wech gantañ.
Brudet eo evel livour Bro-Naoned, Bro-Raez ha Vande. E 1935 e kemeras perzh e Salon d'Automne Pariz
E-maez gizioù e amzer e chomas E. Bertreux en e vuhez hag en e arz : dezhañ e-unan eo doare e oberennoù, a zegasas brud bras dezhañ en e vro. D'ar mare ma oa o vevañ hag o labourat e Naoned en doa studiet e Skol an arzoù-kaer lec'hel.
E oberennoù
kemmañDaveennoù
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Jacques Raux (1980), Quarante ans de peinture : Edmond Bertreux, Pierre Gauthier
- André Linard & Yves Labbé (2005), Edmond Bertreux, peintre du Pays nantais, Le Chasse-Marée/Armen, ISBN 978-2-903708-52-8
- Musée Charles Milcendeau, Soullans (2012), Edmond Bertreux, Itinérances d'un peintre entre Loire, marais et Castille. Geste Editions.(fr)