Édouard Manet

livour galleg
(Adkaset eus Edouard Manet)

Édouard Manet (distaget [edwaʁ manɛ]) (Pariz 23 a viz Genver 1832 - Pariz 30 a viz Ebrel 1883) a oa ul livour gall eus an XIXvet kantved.

Édouard Manet

E vamm, Eugénie-Desirée Fournier, a oa merc'h d'un diplomat ha filhorez da Karl XIV, roue Sveden. E dad Auguste Manet, a oa barner, hag en gortoz e oa da welout e vab Édouard o vont da studiañ al lezenn eveltañ. E eontr Charles Fournier a gase anezhañ gantañ da weladenniñ Mirdi al Louvre alies. E 1845 e krogas da vont da glasoù liverezh ma tegouezhas gant Antonin Proust, a vo Ministr an Arzoù-Kaer hag a chomo mignon dezhañ.

Reuz a oa bet er Saloñs Ofisiel pa oa bet diskouezet an daolenn Olympia, e 1865. Gwelet 'vez an oberenn-se e Mirdi Orsay bremañ, e Pariz. Ar plac'h a oa patrom dezhañ a oa Victorine Meurent anezhi.

Mignoned Manet e oa al livourien Frédéric Bazille, Edgar Degas, Claude Monet, Auguste Renoir, hag ar skrivagnerien Charles Baudelaire, Stéphane Mallarmé hag Émile Zola. E vreur Eugène Manet a zimezas gant al livourez Berthe Morisot. Livet en doa Manet meur a daolenn eus e c'hoar-gaer (an Diskuizh, ar Balkon, h.a.).

Tost e oa Manet ouzh an Impresionourien, met ne oa ket stag outo. E-unan-penn ez ae war hent al livadur.

Livadurioù

kemmañ