Hervez ar vojenn henroman, Egeria a oa un nimfenn, pe camena, hag a oa kuzulierez ar roue Numa Pompilius, eil roue sabin Roma.
Kuzuliañ a rae ar roue diwar-benn al lezennoù da sevel, diwar-benn al lidoù hag ar relijion. Pa varvas ar roue e ouelas Egeria kement ma reas ur feunteun gant he daeroù. Hervez Ovidius e voe troet e mammenn e koad Aricia gant an doueez Diana a oa aet skuizh gant he c'hlemmoù.

Egeria o tisplegañ da Numa pe lezennoù da sevel.
Ulpiano Checa (1860–1916)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Hiziv c'hoazhe vez implijet anv Egeria evit komz eus kuzulierez un den.

Mammennoù

kemmañ