An Eider (Ejderen e daneg) zo ur stêr eus hanternoz Alamagn, dezhi 188 km a hed. Merkañ a rae bevenn Danmark er c'hreisteiz, etre 811 ha 1864.

Red ar stêr Eider e norzh Alamagn

Eieniñ a ra e-kichen Wattenbek, er c'hreisteizh da gêr Kiel, tost d'ar Mor Baltel ha redek war-zu ar c'hornôg a-dreuz ledenez Schleswig-Holstein evit mont d'en em deurel e Mor an Hanternoz. An Treene eo an adstêr bennañ.

Ul lodenn eus an Eider zo un tamm eus Kanol Kiel (ar ganol etre ar Mor Baltel ha Mor an Hanternoz). Goude dour-beuz 1962 e oa bet savet ur stankell e-kichen genoù ar stêr da wareziñ an douaroù izel diouzh ar mor.

Liamm diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.