Eilean Chathastail
Eilean Chathastail (a vefe Enez ar C'hastell e brezhoneg) zo un enezennig e Bro-Skos, unan eus Na h-Eileanan Tarsainn (Small Isles), er c'hreisteiz d'an t-Eilean Sgitheanach, war aod kornaoueg Bro-Skos, hag en hanternoz da ledenez Àird nam Murchan.
Tost da enez Eige emañ Eilean Chathastail ha ganti e vez gwarezet Galmasdal, ur porzh-mor bihan a zo en Eige. Un tour-tan a voe savet war an enez e 1906 gant David Alan ha Charles Alexander Stevenson.