Eileen Beasley
Eileen Beasley (1921 – 12 a viz Eost 2012) zo ur stourmerez evit ar c'hembraeg, marvet e 2012 da 91 vloaz.
Er bloavezhioù 1950, gant he fried Trefor Beasley, e nac'he paeañ fakturennoù feurm o zi, e Llanelli, dre ma ne oant ket e kembraeg.
C'hwezek gwech e voe kaset dirak ul lez-varn. Tapet e voe hec'h arrebeuri gant urcherien ma voe goullonderet an ti. Hiziv e vez lavaret eo gant hec'h emzalc'h hag hec'h oberoù e oa deuet ar c'hoant da sevel Cymdeithas yr Iaith Gymraeg.
Desket he devoa brezhoneg ha meur a wech e oa deuet da gamp KEAV.
Liammoù kemmañ
- Tributes paid to Welsh language activist Eileen Beasley, who died age 91, el lec'hienn Walesonline
- Colli un o'r ymgyrchwyr iaith cyntaf, Eileen Beasley, e lec'hienn BBC Cymru