Ekstremofil a vez graet eus ur boud-bev pa vev da gustum e kondisionoù marvus evit an organegi all : temperadurioù tost pe ouzhpenn da 100 °C pe dindan 0°C, gwask uhel evel strad ar morioù, metou karget e holen ... Bakteri pe arkeobakteri e vezont dreistholl hogen lieskelligegien a vez ivez en-o-zouez.

Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ.
  • Reizhañ al liammoù diabarzh
  • Lakaat brezhoneg e-lec'h yezhoù all
  • Doujañ da reolennoù ar bizskriverezh


Doareoù a ekstremofiled

kemmañ

Asidofil : organeg o vevañ e kondisionoù trenk, pH tost da 3. Alkalofil : organeg o vevañ e kondisionoù basek pH tost da 9. Halophile : organeg o vevañ e kondisionoù holenaet-tre NaCl). Metalogouzañvadus : organeg o vevañ e metou karget e metal (Cu, Cd, Ar ...). Psikrofil : organeg o vevañ e metou yen (skorneg ...). Piesofil : organeg o vevañ dindan gwaskoù uhel (strad ar morioù, mammennoù hidrotermal) skinoùgouzañvadus : organeg o c'houzañv skinoù (radioaktivel da skouer). Termofil : organeg o vevañ e temperadurioù uhel.

 
Mammenn hidrotermal er Meurvor Atlantel

an ekstremofiled hag azasadur ar vuhez

kemmañ

Stummoù buhez kentañ o deus marteze diorroet war an Douar en un endro ekstrem met martezeadennoù e chomont tra ken (diwar an diouer a stummoù buhez kent) Diskouez a reont memestra splann e c'hell ar vuhez diorroiñ en endroioù soñjet dizegemerus (Endroioù douarel pe ezdouarel).


levrlennadur

kemmañ
  • Michael Gross, La vie excentrique : voyage dans les mondes extrêmes. Éd. Belin, Pour la science, 2003.
  • Patrick Forterre, Microbes de l'enfer. Éd. Belin, Pour la science, 2007.
  • Fujiwara, S, 2002, Extremophiles: Developments of their special functions and potential resources. Journal of Bioscience and Bioengineering 94:518-525.
  • Rothschild, L. J., and R. L. Mancinelli, 2001, Life in extreme environments. Nature 409:1092-101.
  • Stetter, K. O., 1999, Extremophiles and their adaptation to hot environments. FEBS Lett. 452:22-25.
  • Horikoshi K. & Grant W. D., Extremophiles. Microbial Life in Extreme Environments. (Wiley-Liss, New York 1998).

Filmographiezh

kemmañ
  • Vivre en enfer, une série documentaire française consacrée aux extrêmophiles.


liammoù diavaez

kemmañ