Ektasieg
Eon Proterozoeg |
Paleoproterozoeg |
Siderieg |
Rhyaseg |
Orosirieg |
Statherieg |
Mezoproterozoeg |
Kalymnieg |
Ektasieg |
Stenieg |
Neoproterozoeg |
Tonieg |
Kriogenieg |
Ediakareg |
An Ektasieg (eus ar gresianeg εκτασις, astennadur) eo eil marevezh douaroniel ar Mezoproterozoeg. Padout a reas eus 1.400 milion a vloavezhioù zo betek 1.200 milion a vloavezhioù zo. N'eo ket diazezet war ar stratigrafiezh met war ar gronologiezh.
Gant astennadur ar c'holoenn gevandirel eo merket. Eus an Ektasieg e teu ar garrekaenn goshañ anavezet eus ur bevedeg a implije ar gouennadur reizhel : Bangiomorpha pubescens, anezho ur seurt bezhin ruz.