Eon Proterozoeg

Paleoproterozoeg
Siderieg
Rhyaseg
Orosirieg
Statherieg
Mezoproterozoeg
Kalymnieg
Ektasieg
Stenieg
Neoproterozoeg
Tonieg
Kriogenieg
Ediakareg

An neoproterozoeg a zo marevezh diwezhañ an eon proterozoeg. En em astenn a ra eus 1.000 milion bloaz'zo betek 542 milion bloaz'zo. An darvoudoù pennañ eus ar marevezh-hont a voe ar mareadoù-skorn eus ar c'hriogenieg hag a voe an hini kreñvañ e istor an Douar ha donedigezh war-wel an organegoù lieskellek kentañ e-pad an Ediakareg. Darn diwezhañ ar proterozoeg eo.

Nevezh a-walc'h eo meziad an neoproterozoeg. Krediñ a rae paleontologourien an XIXvet kantve e teraoue ar vuhez lieskellek gant an trilobitoù hag an arc'heocyazhided gentañ, e-pad ar c'hambrian. E-pad an XXvet kantved e krogjod da gavout fosiloù koshoc'h, avat. Ur faon liesek a gavjod e mervent Afrika e 1920 hag unan arall e su Aostralia, hag eñv ne seljod ket pizh outañ kent ar bloavezhioù 50. Perc'hennañ a reont da ekosistemoù liesek na gomprener ket mat c'hoazh.

Un nebeud eus an anevaled-se a zo, war a seblant, hendadoù organegoù a-vremañ met an darn vrasañ anezho ne dennont da netra a anavezer. Ur c'horf gwak o-deus ha n'int ket sklaer o darempredoù gant ar furmoù a-vremañ. Un nebeud a glaskourien a gred ez int hendadoù faon ar c'hambrien tra ma kav da reoù arall e perc'hennont d'un doare aneval dianav. Anevaled ediakariek a reer anezho.

Merket e voe an neoproterozoeg gant fiñvadegoù kevandirel liesek. E eizh lodenn en em dorras an dreistkevandir Rodinia. War-dro ar c'hehider e voe lec'hiet ar re-mañ hag hervez reou'zo e voe an dra-se abeg mareadoù-skorn sturtiek ha marinoek. Ar re bouezusañ istor an Douar e voent ar re-mañ rak en-o-fad e tiskennas ar skornenn betek ar c'hehider. Krediñ a reer e c'holoe ar c'hler ar meurvorioù a-bezh hag-eñv e kav d'un nebeud a glaskourien e chomas un nebeud a gelc'hiadoù diskorn.

Tabut a oa e-pad un anzer hir a-zivout rannidigezhioù an neoproterozoeg. Envel a raean douarourien rusat marevezh diwezhañ an neoproterozoeg ar vendieg tra ma rae ar siniz gant sinieg ha darn vrasañ an amerikaned hag an aostraliz gant ediakareg. E 2004, koulskoude, e tivizas an Unvaniezh Etrevroadel Douarouriezh e vefe anvet Ediakarieg maread diwezhañ an neoproterozoeg.