Rodinia
E geologiezh e tave Rodinia (eus ar rusianeg родина - mammvro) ouzh unan eus an dreistkevandirioù koshañ anavezet, ennañ darn vrasañ an tirioù. A-drugarez d'ar paleoteogerezh e anavezer e led met tu ebet da anavezout e hedred a zo ganeomp.
Kronologiezh
kemmañWar a seblant en em furmas Rodinia e-pad an Neoproterozoeg,war-dro 1 miliard bloavez'zo hag en em derrin a reas 800 milion bloavez'zo[1]. Krediñ a reer ez eo en e abeg e oa ken yen hiniad an Neoproterozoeg.
Furmidigezh
kemmañD'en em furmiñ a grogas Rodinia 1.3 milard bloavez'zo pa gejas an tri pe pevar kevandirioù a oa neuze, un darvoud anvet Orogeniezh GreenvilleGrenville orogeny.[2]. An diouer a anevaled kregin ganto hag a roudennoù a baleoteogerezh a vir anezho d'anavezout mat fiñvoù ar c'hevandirioù kent-se.
Da gavout pelec'h e oa Rodinia ha penaoz en em furmas e rejod gant fedoù paleoteogerel eus an Sechelloù, India hag ar menezioù Greenville. Ar re-mañ a oa bet furmet e-pad an orogeniezh Greenvill hag o roudennoù a gaver war an holl gevandirioù.
Daoust m'ez eus tabud c'hoazh e-touez ar baleodouaronourien e kreder e strollas ar c'hratonoù a furmas Rodiania war-dro Laurentia. War a seblant edo aod reter Laurentia stok ouzh aod kornog Amerika ar Su tra m'edo Aostralia hag Antarktika stok ouzh aod kornog Amerika an Norzh. Un trede kraton, a yafe da norzh Afrika, a oa etre an daou benntir.[3].
Kratonoù arall evel ar c'halahari, ar c'hongo ha rannved San-Francisco na oant ket darn Rodinia, war a seblant.
Daveoù
kemmañ- ↑ Torsvik, Trond H (May 2003). "The Rodinia jigsaw puzzle". Science 300 (5624): 1379
- ↑ Rodinia. Kavet : 2006-03-10.
- ↑ Scotese, Christopher R.. More Information About the Late Precambrian. Paleomap Project. Kavet : 2006-03-10.