El Chubut
El Chubut zo ur pemdezieg spagnolek eus proviñs Chubut en Arc'hantina, e kêr Trelew. Savet e voe en 1975 gant José María Saez hag Atilio Oscar Viglione, bet gouarnour Chubut. Ur skingomz zo ivez, 90.1 MHz, Fm El Chubut. Adsezioù zo e kêrioù Esquel ha Puerto Madryn.