Elsa Artadi i Vila (bet ganet d'an 19 a viz Eost 1976 e Barcelona) a zo ur gelennerez Skol-Veur, un ekonomourez hag ur bolitikourez katalan. Studiet he doa e Skol-Veur Harvard a-raok kelenn en Italia hag e Sina. Dilennet e oa bet da gannadez e Parlamant Katalonia e 2017 ha mouezh-aotreet he strollad politikel (Junts per Catalunya) eo. Tost eo da Carles Puigdemont, ha kinniget e oa bet hec'h anv evit mont da Brezidantez ar Generalitat e plas Puigdemont a-raok ma voe dibabet Quim Torra.

Elsa Artadi