Ur bagad metal folk suis eo Eluveitie (/ɛlˈvti/ el-VAY-ti)[1]. Emañ eus Winterthur, Zurich, ha krouet e oa bet e 2002 gant Chrigel Glanzmann. Vên a oa e gentañ raktres, e 2003.Zoken ma oa Vên ur raktres hiniennel Glanzmann e savas-eñ ur bagad a-bezh en ur welout berzh an albom. E Mezheven 2006 eo e kasas er-maez ar bagad un albom klok, Spirit. E miz Du 2007 e krogas Eluveitie da labourat gant an ti-produiñ Nuclear Blast[2] Ganto e savjont an albom Slania, e miz C'hwevrer 2008. Renket e oa 35 e roll sonerezh Bro-Suis ha 72 e roll Bro-Alamagn ar bloaz-se.[3],[4].

Eluveitie, 2023

En em ziskouez a ra Eluveitie evel "gwagenn nevez ar metal folk" ("The new wave of folk metal").[5] Ur meskaj eo stil ar bagad gant doareoù ar death metal a-boz ha re ar sonerezh keltiek hengounel. Implijout a reont binvioù hengounel evel ar rebed pe ar binioù kenkoulz ha gitaroù ha kan garv ar metal. Kavout a reer en o zestennioù dave d'ar mojennerezh keltiek, ha dreist-holl da c'hGalia en amzer ar Gelted. Gwall alies e kanont er galianeg, hen yezh Galia. Dont a ra anv ar bagad eus un enskrivadur kavet war ul lestr eus Mantua (ca. 300 BC)[6] Skrivet eo er c'hroaz-Doue etruskek ar ger eluveitie, ha komprenet eo bet evel stumm etruskek ar ger keltiek (h)elvetios (“an Helveted”).[7].

 
Eluveitie er Cernunnos Fest

Deroù ha komanant Twilight Records (2002 - 2007)

kemmañ

Krouet e oa ar bagad e 2002 gant Christian "Chrigel" Glanzmann evel ur raktres studio gant sonerien disheñvel a cheñche hervez ar ganaouenn. E miz Here ar bloaz a heulias e teuas er-maez Vên (galianeg helvetek evit "levenez gouez"). Da c'houde e tivizas Chrigel sevel ur bagad da vat ha bodañ a reas nav soner all.

Da c'houde e sonas ar bagad e meur a sonadeg, hag ober ur stumm adsavet Vên e 2004 gant an ti-produiñ izelvroat Fear Dark. Seniñ a rejont ivez gant bagadoù brudetoc'h evel Korpiklaani pe Cruachan

A-benn lidañ pemzekvet deiz-ha-bloaz ar bagad Falkenbach e oa graet e 2006 un albom-homaj a ebarzhie adkrog Eluveitie ar ganaouenn "Vanadis".

E 2006 e oa produet an albom Spirit gant Fear Dark. Gwerzhet e oa e-pad kentañ tro ofisiel Eluveitie an hevelep bloaz. E miz Gwengolo e rejont tro Europa gant ar bagad alamanat Odroerir. E dibenn 2006 e sinas Eluveitie ur c'hontrad gant an ti-produiñ alamanat Twilight Records.

Kontrad Nuclear Blast ha Slania (2006 – 2012)

kemmañ

E miz Du 2007 e sinas Eluveitie gant Nuclear Blast. Dont a reas an albom Slania er-maez e miz C'hwevrer 2008. Dont a ra anv an albom eus anv ur baotrezig a welas Chrigel war ur bez e 2500 bloaz.[1],[8]

E 2008 e kuitaas ar breuder Rafi ha Sevan Kirder (gitar-bass ha binioù) ar bagad[9].

Embannet e oa raktres Eluveitie a heulias, Evocation, e 2008. Kentañ berzh an albom, Evocation I: The Arcane Dominion, a zeuas er-maez e miz Ebrel 2009.[1] Sevel a reas ar bagad ur stumm ispisial eus an albom nevez gant an titl Slania/Evocation I – The Arcane Metal Hammer Edition en embannadur Mae ar Metal Hammer. Dont a reas er-maez ar 15 E2009 with eight songs from Evocation I: The Arcane Dominion and five from Slania[10].

Embann a reas Eluveitie war o lec'hienn-genrouedad[11] d'an 17 Gwengolo 2009 edont o labourat diwar un albom nevez anvet Everything Remains (As It Never Was). Kinniget e oa an albom e "full prelistening"[12] war bajenn MySpace ar bagad d'an 12 C'hwevrer. Dont a reas an albom er-maez e miz C'hwevrer 2010[13].

Reiñ a rejod an titl Metal Hammer "Up and Coming 2010" dezho e miz Eost 2010 e-pad ar Wacken Open Air[14].

Helvetios hag Origins (2012 – bremañ)

kemmañ

Dont a reas an albom Helvetios er-maez e 2012, ha degemeret e oa mat. E-pad un atersadenn gant ar gelaouenn Metal Blast e lavaras Chrigel Glanzmann en doa kroget e skrivadur Evocation II, eil rann oc'h albom. N'eo ket sur pegoulz e vo produet an albom avat[15].

E miz Meurzh 2014 e resevas Eluveitie ar Swiss Music Awards' Best Live Act National award (gwellañ sonadeg).[16] E miz Ebrel, an hevelep bloaz, ez embannas ar bagad un dro en Europa gant Arkona ha Skálmöld.[17] E miz Mae ez embannjont un albom nevez da zont er-maez e miz Eost 2014, gant an titl Origins.[18]

Arouezenn

kemmañ

Meskañ a ra Eluveitie tonioù hengounel keltiek gant death metal a-boz. Implijout a reont binvioù hengounel evel ar violon, ar fleüt iwerzhonat, ar binioù pe ar rebed. Dont a ra an tonioù hengounel a implijont eus mammennoù a bep seurt, evel reelioù iwerzhonat. Tonioù breizhat a gaver ivez, da skouer er ganaouenn Inis Mona (albom Slania), a adimplij ton Tri Martolod, pe er ganaouenn Luxtos (albom Helvetios), a adimplij La Jument de Michao. Zoken mard eo peurvuiañ o zestennoù e saozneg e kaver ivez komzoù er galianeg, ur yezh geltiek varv. A-wechoù eo kemmesket an div yezh en hevelep kanaouenn. En albom Evocation I: The Arcane Dominion n'eus nemet ar c'hentañ ganaouenn ("Sacrapos – At First Glance") n'eo ket e galianeg. Diazezet eo o c'homzoù war hen destennoù skrivet e galianeg evel pedennoù, aspedennoù d'an doueed pe goustladurioù[19]. Kanaouennoù all, evel "Slania Song", a zo en ur galianeg adsavet.

Roll an albomoù

kemmañ

 Mammennoù

kemmañ


Liammoù diavaez

kemmañ