Emgann Ahvenkoski
Emgann Ahvenkoski a voe stourmet e-pad brezel diabarzh Finland, etre an 10 a viz Ebrel hag ar 5 a viz Mae 1918 en Ahvenkoski (e svedeg: Abborfors), e Finland, etre Impalaeriezh Alamagn ha Gwarded Ruz Finland (finneg: punakaartit), bezen Republik Sokialour Labourerion Finland, lesanvet Finland Ruz. E-pad darn eus an emgann, an nerzhioù engouestlet a bep tu a oa kuzhet e fozioù difenn nepell diouzh ar stêr Kymi. Ahvenkoski ha trowardroioù ha traoñienn Kymi e oa al lec'hioù diwezhañ mestroniet gant ar gomunisted. An emgann-se a voe an hini diwezhañ eus ar brezel diabarzh drastus. Echuet e oa gant kodianidigezh ar gwarded ruz finlandat d'ar 5 a viz Mae. An trec'h a oa bet gant ar re Wenn finlandat hag an Impalaeriezh alaman.
Emgann Ahvenkoski | |||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||||
Emgannerien | |||||||||
Impalaeriezh alaman Valkoiset | Republik Sokialour Labourerion Finland | ||||||||
Pennoù-brezel | |||||||||
Otto von Brandenstein | Oskar Vinter † (fuzuilhet) | ||||||||
Niver a emgannerien | |||||||||
800 | 800-900 | ||||||||
Kolloù | |||||||||
13 d'an nebeutañ | 13 d'an nebeutañ 300 fuzuilhet d'an nebeutañ |
Kodianidigezh
kemmañKrog e oa ar re Ruz da godianañ d'ar 4 a viz Mae, da gentañ e kêriadennig Inkeroinen en Anjalankoski. Ar re Wenn a aloube Kotka memes abardaez. Eno 4000 komunour a godiane hep tenn pe dost. Ne chome mui nemet etre 800 ha 900 gward ruz en Ahvenkoski. Ar marc'hata en Ahvenkoski a oa bet graet gant kannaded estren. E tu ar re Ruz e oa Juho Kaven, ul labourer 24 vloaz eus Malmi, Helsinki. Ar re Wenn a c'houlenne ur godianidigezh hollek, met an Alamanted o devoa rediet anezho da asantiñ e vefe dieubet ar soudarded ha dalc'het an ofiserien ruz nemetken. Da c'hwec'h eur goude merenn, d'ar 5 a viz Mae, e oa rentet o armoù gant ar Gwarded Ruz.
Ar godianidigezh a voe asantet hag e-tro 800 Gward ruz a heulie ar penn ofiser Oskar Vinter dre al linennoù Alaman e kornôg ar stêr d'ar 5 a viz Mae. Ur wech treuzet ar pont Rajasilta, e rofont o armoù. En desped d'ar marc'hata, ar soudarded ne voent ket dieubet. Ur wech prizoniet ar re Ruz, ar Re Wenn finlandat a lakae a gostez an ofiserien, an ofiserien etre hag izel, ar sindikalisted. Ar re-se a voe kaset e kreñvlec'h Svartholm. Erruet eno e voent holl fuzuilhet. Ar re all a voe dalc'het e-pad an noz e kêriadenn Vähä-Ahvenkoski, ha kaset goude-se evit an darn e toulloù-bac'h gwenn e su Finland. E-fin ar sizhun goude e voe lazhadeget e-tro 300 komunour e traoñienn Kymi.