Emgann Arawe
Emgann Arawe (brudet ivez evel Operation Director) a oa bet stourmet etre nerzhioù lu ar Gevredidi ha re Impalaeriezh Japan e-kerzh Kampagn Preden-nevez e-pad an Eil Brezel-bed. An emgann a oa bet ul lodenn eus an Oberiadur-brezel Cartwheel. Ar pal a oa harpañ, dre sevel un taol diduellañ dres a-raok, an dilestradeg war Cape Gloucester e fin miz Kerzu 1943.
Emgann Arawe
Rann eus | Brezel ar Meurvor Habask |
---|---|
Lec'h | Arawe |
Daveennoù douaroniel | 6°9′16″S 149°2′13″E |
Deiziad | Kerzu 1943 |
Deiziad kregiñ | 15 Kzu 1943 |
Deiziad echuiñ | 24 C'hwe 1944 |
Perzhiad | Stadoù-Unanet |
Nerzhioù lu Japan a oa o c'hortoz un dagadenn Gevredet e kornôg Preden-Nevez hag a oa o kreñvaat al lec'h difennerezh pa oa bet dilestradeg ar Gevredidi en Arawe d'ar 15 a viz Kerzu 1943. Goude ur mizvezh emgannoù gant ehanoù lies e oa bet kaset ar Japaniz kuit gant ar Gevredidi.
Impalaeriezh Japan – An holl rummadoù ha pajennoù a-zivout Impalaeriezh Japan |