Emgann Belchite (1937)
Emgann Belchite (Batalla de Belchite e spagnoleg) a vez graet eus un emgann e 1937, etre ar 24 a viz Eost hag ar 7 a viz Gwengolo, e kêr Belchite en Aragon, ha tro-war-dro, e-pad Brezel-diabarzh Spagn.
Kenarroud
kemmañGoude meur a c'hwitadenn wadus gant ar Republikaned da adkemer Brunete, pennoù al lu o doa bet ar soñj da reiñ lañs d'un hollad tagadennoù nevez evit talañ ouzh ar vroadelourien e norzh Spagn. Ur c'hampagn brezel nevez a voe savet ha diazezet en Aragon.
Ur pal kuzh a oa a-dreñv an hini milourel hag a oa unan politikel. Ar gouarnamant a oa savet ar soñj ennañ da dalañ ouzh nerzh an anarkourien eus ar POUM (Partido Obrero de Unificación Marxista) er rannvro. Evit en ober e oa rakwelet degas nerzhioù lu komunour eno ha kendeuziñ an teir divizion anarkour gant ul Lu nevez eus ar Reter renet gant ar jeneral Sebastián Pozas. Ur pal all a oa : adkemer an hent war-zu Zaragoza, kêr-benn an Aragon, a oa lec'hiet un nebeud kilometroù a-dreñv an talbenn enebour. Aloubiñ ar gêr-benn a oa muioc'h evit ur simbol rak bez e oa ivez lec'h kreiz an eskemmoù evit talbenn Aragon.
E-pad kentañ bloavezh ar brezel el lodenn-se eus Aragon e oa bet lakaet da dalvezout evel strategiezh ar fed da vezañ mestr war ar c'hêrioù bras ha n'eo ket war ar maezioù goullo. Ar vroadelourien n'o devoa nemet teir divizion, ar re 51, 52 ha 105. Ouzhpenn bezañ nebeut e oa ledet ar soudarded war un talbenn tri c'hant kilometrad hirder. An darn anezho a oa kazarnet er c'hêrioù.
Ar jeneral Pozas hag ar penn-uhel Antonio Cordon o devoa Bujaraloz evel lec'h urzhiañ. Ar plan diazez a oa da dreuziñ an talbenn broadelour dre seizh lec'h disheñvel e-kreizh anezhañ war ul lienn kant kilometr. al lec'h a oa etre Zuera ha Belchite. Rannet o devoa o nerzhioù e meur a damm evit badaouiñ ar vroadelourien e-pad o enep-argad. Ouzhpenn-se e oa bet dalc'het e kont nerzh ar vombezadegoù enebour o devoa friket anezho e Brunete, amañ e vefe palioù bihanoc'h ha diaesoc'h da vezañ tizhet evit unan nemetken.
An argad republikan
kemmañLu republikan ar Reter, harpet gant an XIvet ha XVvet Brigadennoù etrevroadel, o devoa kroget an argad gant 80 000 soudard. Ouzhpenn-se e oant harpet gant teir skouadrenn kirri-nij Polikarpov I-16 (moscas), Polikarpov I-15 (chatos), en holl 19 karr-nij brezel. 105 tank a oa ganto ivez, reoù T-26. Tri hent pennañ a voe choazet ha pemp bihanoc'h a-hed kant kilometrad talbenn.
War an daou hent pennañ en norzh ha kreiz, ar Republikaned ne oant deuet a-benn da bakañ nemet douaroù goullo. War al lodenn su eus an talbenn, al lu republikan a oa deuet a-benn da aloubiñ kêriadenn Mediana diouzthu ha Quinto a voe aloubet e-pad pevare devezh an argadenn.
Ekêriadenn Codo e oa bet teir gompagnunezh Requeté (karlisted) a oa deuet a-benn da dalañ daou vatailhon republikan. An enebadur kreñvañ a voe e Belchite, 7000 broadelour a zeuas a-benn da zerc'hel kêr betek ar 7 a viz Gwengolo pa gouezhas al lec'h d'ar republikaned. An amzer gounezet a voe implijet gant ar vroadelourien evit degas soudarded nevez ha rishañ spioù an argadenn-veur republikan war-zu Zaragoza.
Enep-argad broadelour
kemmañPemp divizion, div anezho tennet eus talbenn Madrid, kanolierezh, 65 karr-nij brezel (Fiat CR.32, Heinkel He 46, Savoia Sm-49 ha Messerschmitt Bf-109 a oa bet bodet gant ar vroadelourien. An enep-argad a voe kroget d'an 30 a viz Eost hag echuet d'ar 6 a viz Gwengolo. Ne voe ket un trec'h meur, an darvoud pouezusañ a oa bet pa voe distrujet pemp karr-nij Polikarpov I-15 gante. Ne oant ket deuet a-benn ar vroadelourien da doullañ talbenn ar republikaned.
Disoc'h
kemmañAr Republikaned a oa deuet a-benn da gaout nebeut trec'hioù e-penn kentañ an argad betek pellaat an talbenn eus 10 kilometrad en tiriad broadelour dreist-holl douaroù goullo. En desped da-se palioù pennañ an argadenn a oa bet c'hwitet a-bell. Ar pal politikel a oa bet tizhet memestra o lakaat da sentiñ an anarkourien d'ar gomunisted a oa bet o kemer ar galloud en talbenn-se. Kolloù ramzel a oa bet gant ar Republikaned, memes ma n'eus ket sifr ofisiel. Gouzout a ouier da skouer e oa bet kollet 400 den diwar un hollad a 500 gant ar Vrigadenn Etrevroadel Abraham Lincoln .
Ar vroadelourien n'o doa ket ampellet deiziad o argadenn-veur e norzh ar vro, evel ma oa bet graet ganto a-raok emgann Brunete. Deuet e oant a-benn da zerc'hel kêr Zaragoza.