Emgann Dybbøl
Emgann Dybbøl (daneg: Slaget ved Dybbøl; Alamaneg: Erstürmung der Düppeler Schanzen) a voe emgann pennañ Eil Brezel Schleswig, mintin an 18 a viz Ebrel 1864 goude ur sez a oa bet kroget d'ar 7 a viz Ebrel. Nerzhioù lu Danmark a voe flastret gant re Prusia, ar pezh a voe diazez da zisoc'h ar brezel. Dybbøl a oa bet ivez un dachenn emgan e-pad Kentañ Brezel Schleswig.
Emgann Dybbøl | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Eil Brezel Schleswig | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Prusia | Danmark | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Priñs Friedrich Karl von Preußen | Jeneral George Daniel Gerlach | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
11 000 kentañ wagenn 26 000 da c'hortoz 126 kanol | 5000 6000 da c'hortoz 66 kanol, 11 mortez | ||||||
Kolloù | |||||||
1201, lazhet pe gloazet pe prizoniet | 4834 (tro 700 lazhet, 554 gloazet, 3534 prizoniet) |
Kenarroud
kemmañGoude ma oa bet aloubet Dugelezh Schleswig e miz Du 1863 gant ar roue danat Christian IX (a oa ivez dug Schleswig), Prusia hag Aostria a aloubas Jutland e miz Genver 1864.
Adkemer
kemmañ- Bep bloaz e vez aozet gant Danmark ul lid koun e Dybbøl d'an 18 a viz Ebrel. Soudarded Danmark a vez gwisket gant lifreoù eus mare an emgann. Evit 150vet deiz-ha-bloaz an emgann, d'an 18 a viz Ebrel 2004, e voe savet un abadenn veur[1]. Hiziv-an-deiz e vez implijet c'hoazh an emgann pa vez kaoz eus al liammoù etre Danmark hag Alamagn.
- Carl Klinke, ur soudard prusian a vefe bet o kas gantañ ur sac'had danvez-tarzh betek kreñvlec'h pennañ an Daniz hag emlazhet o toullañ ar voger. Savet e voe ur barzhoneg gant Theodor Fontane.
- Johann Gottfried Piefke, ur sonaozour kanoù-bale milourel brudet a savas ur c'han-bale anvet Düppeler Schanzen-Sturmmarsch evit enoriñ an emgann-se.