Emgann Ellendun
En Ellendun ( Wroughton e Wiltshire hiziv), e 825, e c'hoarvezas Emgann Ellendun, etre Wessex, rouantelezh pennañ su bro-Saoz, ha Mercia stad pouezusañ Preden d'ar mare-se, hag he doa staget pe lakaet dindan hec'h aotrouniezh an holl rouantelezhioù arall nemet Northumbria.
Emgann Ellendun | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Mercia | Wessex | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Beornwulf Mercia | Egbert Wessex | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Dianav | Dianav | ||||||
Kolloù | |||||||
Dianav | Dianav |
N'anavezomp netra diwar-benn an emgann end-eeun met ur faezhidigezh vras e voe evit Mercia a voe torret he nerzh milourel.
Pouez istorel
kemmañMerkout a reas emgann Ellendun fin aotrouniezh Mercia e Bro-Saoz ha deroù hini Wessex.[1] Goude an emgann e kasas Egbert Wessex un arme da Gent da ziarbenn Balred Kent. Rouantelezhioù Sussex, Surrey hag Essex a dremenas dindan aotrouniezh Wessex - peogwir e oant bet skrapet digent e gerent hervez ar C'hronik Angl-ha-saoz[2] - ha rediet e voe roue diwezhañ Essex, Sigered da repuiñ e Mercia.
N'eo ket ket sklaer pegoulz e c'hoarvezas an darvoudoù-se met war a seblant e oa dalc'het Kent gant Balred betek 826[3],[4] ha n'eo ket dic'hallus e vije chomet Essex dindan levezon Mercia betek 829[5]
Anglia ar reter a oa ur Stad e gwazoniezh Mercia ha goulenn a reas gwarez Wessex e 826. Beornwulf a voe lazhet en emgann en ur esaeañ adaloubiñ e sujed kozh. E 829 ez eas Mercia hogozik da get pa oa aloubet gant Egbert met divarrek e voe d'he mirout hag he frankiz a adkavas e 830.