Emgann Mujaba Hill
Emgann Mujaba Hill (Battle of Majuba Hill pe Battle of Mujaba Mountain e saozneg) a oa bet an emgann ziwezhañ eus ar C'hentañ Brezel Boer nepell diouzh Volksrust, e Suafrika, d'ar 27 a viz C'hwevrer 1881. Un trec'h splann e voe evit an nerzhioù Boer, ha gwelet a reer an emgann-se hiziv-an-deiz c'hoazh evel unan eus gwashañ kolloù armeoù Breizh-Veur.
Ar Major-jeneral Sir George Pomeroy Colley a aloubas beg an dorgenn e-pad noz ar 26–27 a viz C'hwevrer 1881. Pal an dalc'hidigezh-se a zo chomet amsklaer abaoe. Ar v-Boered a soñje dezho e oa bet o klask kaout ul linenn tenn uheloc'h evit o lec'h difenn e Laing's Nek. An dorgenn ne oa ket gwelet evel unan implijus evit kefridioù milourel gant ar re Boer. War e seblant Colley a glakas ivez reiñ nerzh d'e soudarded ha bamañ an enebourien.
Eus tu ar re Boer e voe 1 marvet ha 5 gloazet padal evit Breizh-Veur e oa bet 92 marvet, 134 gloazet ha 59 prizoniet. Riñset holl e oa bet nerzhioù al lu saoz.