Emgann Pariz (1814)

Ur pennad Emgann Pariz zo ivez.

Emgann Pariz a grogas d'an 30 a viz Meurzh 1814, da 5 eur beure, etre arme c'hall Napoleone Buonaparte hag an armeoù european, unanet a-enep dezhañ, Prusianed ha Rused dreist-holl, renet gant Blücher, Schwarzenberg, hag an tsar Aleksandr I , hag a echuas d'an 31, war-dro 2 eur veure. Breur henañ an impalaer, Giuseppe Buonaparte, an hini a oa karget da zifenn ar gêr-benn c'hall, gant 20 000 soudard dirak 40 000 soudard armead e enebourien.

Emgann Pariz (1814)
emgann
Rann eusGerman Campaign of 1813 Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Lec'hPariz Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°51′24″N 2°21′7″E Kemmañ
Deiziad1814 Kemmañ
Deiziad kregiñ30 Meu 1814 Kemmañ
Deiziad echuiñ31 Meu 1814 Kemmañ
Order of battleforces involved in the Battle of Paris Kemmañ
Map

Kodianañ a reas an arme c'hall.

Heuliadoù

kemmañ
  • Prizoniet e voe Napoleone ha kaset da Enez Elba.
  • Tec'hel a reas e vreur henañ Giuseppe Buonaparte, gant un darn eus ar gouarnamant da gêr Blois. Diwezhatoc'h e kavas repu e Suis.
  • Mont a reas Marie-Louise, pried an impalaer gall, da repuiñ da Aostria, da di he zad.
  • Dont a reas ar roue Loeiz XVIII da gemer ar galloud.