Emgann Saint-Quentin (1557)

En Emgann Saint-Quentin d'an 10 a viz Eost 1557 e voe trec'h ar Spagnoled, kaset gant Emanuele Filiberto Savoia, Dug Savoia ha pennletanant roue Spagn, Felipe II, war arme c'hall ar roue gall Herri II, dindan urzhioù ar c'honestabl Anne de Montmorency (1493-1567). Difennet e oa kêr Saint-Quentin gant Gaspard de Coligny ha 500 soudard e-pad seitek devezh.

Hent dug Savoia da seziz St-Quentin

Drastus e voe niver an dud lazhet e tu ar C'hallaoued, gant 10 000 kollet (3000 lazhet ha 7000 prizoniet) ha betek 14 000 zoken, hervez lod istorourien, diwar un hollad a 26 000. Evit o enebourien ne oa bet kollet nemet etre 400 ha 1000 soudard, diwar un hollad a 67 000, betek 87 000.

Kemeret e voe kêr gant ar Spagnoled, digor dezho an hent da Bariz met ne glaskas ket arme Felipe II, 60 000 soudard enni, mont da gemer kêr-benn ar rouaned c'hall.


Emgann Saint-Quentin zo un darvoud a-bouez er brezelioù hir a voe etre Bro-C'hall hag an Tiegezh Habsburg, boulc'het dindan Frañsez Iañ ha Karl V, ha kendalc'het gant o warlerc'hidi Herri II ha Felipe II. En 1555, goude aet Karl d'ar gouent hag anvet e vab Felipe da roue, edo Herri o ren abaoe dek vloaz dija. Setu daou roue gatolik, enebet krenn ouzh ar brotestanted, emouez o-daou eus stad fall o yalc'had-brezel. Un digarez mat o doa d'ober ar peoc'h, met brezel a vo: Herri II a selaouas alioù an Tiegezh de Guise, a felle dezho ober brezel. En 1552, e oa savet ar roue gall a-enep divizoù Sened-Iliz Trento, alaoubet gantañ kêrioù an Tri-Eskob, Metz, Toul ha Verdun, douaroù a oa d'an Impalaeriezh santel. Bro-C'hall, goude bout trec'h en 1554 e Renty, a gollas kêr Sienna en 1555, ma voe sinet ehan-brezel Vaucelles e 1556 Bro-C'hall ha Spagn. Met buan e voe drailhet an ehan-brezel : Herri II a laoskas François de Guise da aozañ un droiad-vrezel da Italia : an dug, fouge ennañ dre m'en devoa gallet mirout Metz evit ar roue gall, a c'houlennas kurunenn Rouantelezh Naplez hag a voe galvet gant ar pab Paol IV da zont da reiñ harp dezhañ a-enep ar Spagnoled.