Emgann Stiklestad
Emgann Stiklestad zo unan eus emgannoù brudetañ istor Norvegia. C’hoarvezout a reas d’an 29 a viz Gouere 1030, e-kichen Stiklestad, e rannvro Trøndelag.
Emgann Stiklestad | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Emgann Stiklestad (taolenn gant Peter Nicolai Arbo) | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Arme Olaf Haraldsson | Arme ar Beizanted | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Olaf II Haraldsson | Hårek av Tjøtta Tore Hund Kalv Arnesson | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
war-dro 6 600 | war-dro 14 400 | ||||||
Kolloù | |||||||
war-dro 4 200 | war-dro 4 600 |
Bez e voe unan eus an emgannoù etre kristenien su Norvegia, renet gant ar roue Olaf Haraldsson hag ar baganed eus hanternoz ar vro. Lazhet e voe ar roue Olaf e-pad an emgann hag abalamour da se e voe lakaet da sant diwezhatoc’h, pa voe kaset e gorf da Nidaros.
Liamm diavaez
kemmañ- Lec’hienn Stiklestad – Emgann Stiklestad (no) (en) (de)