Trondheim
Trondheim (distaget [ˈtrɔnhɛjm] pe [ˈtrɔnjæm] e norvegeg) zo ur gêr vras eus Norvegia, an trede kêr vrasañ eus ar vro, e kontelezh Sør-Trøndelag. Annezet eo gant 158 613 a dud er gêr hec'h-unan (niveradeg Eost 2006) ha 246 751 a dud en trowardroioù. Emañ war ribl ar stêr Nidelva, el lec'h m'en em daol en Trondheimsfjord. E-touez ar savadurioù pennañ e Trondheim, emañ iliz-veur Nidaros, un iliz-veur eus ar Grennamzer hag an hini vrasañ e Skandinavia.