Tampere (Tammerfors e svedeg) zo ur gêr vras eus Finland, e mervent ar vro. E rannvro Pirkanmaa emañ, etre div lenn, an Näsijärvi hag ar Pyhäjärvi. Liammet eo an div lenn-se gant ar stêr Tammerkoski a dremen a-dreuz kêr. A-hed istor Tampere eo bet pouezus an implij a zo bet graet eus nerzh lammoù-dour ar stêr-se, implijet bremañ da broduiñ tredan.

Tampere hag al lenn Näsijärvi.

E 2015 e oa 223 292 a dud o chom e Tampere, ha 313 058 a annezidi a oa en tolpad-kêrioù. Gant se ez eo Tampere an eil tolpad-kêrioù brasañ e Finland, goude Helsinki.

Kêrioù gevellet

kemmañ

Gevellet eo Tampere gant ar c’hêrioù-mañ :

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.