Emgann Tenaru
Emgann Tenaru, lesanvet Emgann ar stêr Ilu pe Emgann ouf Aligator, a oa bet un emgann etre Arme Impalaeriezh Japan hag ar Gevrididi a oa c'hoarvezet d'an 21 a viz Eost 1942 war enezenn Guadalcanal war Talbenn ar Meurvor Habask e-doug an Eil Brezel-bed. An emgannn a oa bet ar c'hentañ argadenn zouar e-kerzh Kampagn Guadalcanal.
Rann eus | emgann Guadalcanal |
---|---|
Lec'h | Guadalcanal |
Daveennoù douaroniel | 9°25′20″S 160°4′0″E |
Deiziad | 21 Eos 1942 |
Perzhiad | Stadoù-Unanet, Impalaeriezh Japan |
An U.S. Marines, renet gant ar Major Jeneral Alexander Vandegrift, a oa deuet a-benn da dalañ ouzh argadenn ar "c'hentañ strollad" eus "rejimant Ichiki", dindan urzhioù ar c'horonal japanat Kiyonao Ichiki. Ar Marines a oa o tifenn Kelc'h Lunga, a oa linenn difenn Henderson Field, a oa bet aloubet gant ar Gevredidi goude an dilestradegoù e Guadalcanal d'ar 7 a viz Eost. Unvezioù Ichiki a voe kaset da Guadalcanal da argas soudarded dilestret ar Gevredidi. Fiziet e oa bet enno ar pal da adkemer an nijva ha da gas an nerzhioù kevredet er-maez eus an enezenn.
Faziet bras e oa Japaniz o soñjal e oa kalz gwanoc'h soudarded ar Stadoù-Unanet evit na oant en gwirionez. En holl e oa 11 000 soudard. Unvez Ichiki a oa bet o tagañ lec'hioù difenn ar Marines diouzh an noz en Alligator Creek, e reter kelc'h Lunga. Jacob Vouza, ur gward eus an arvor, en devoa kelaouet an Amerikaned un nebeud munutennoù a-raok argadenn Ichiki. Japaniz a voe trec'het-naet gant kolloù bras-kenañ. Ar Marines a lañsas un enebargadenn a-enep soudarded Ichiki a oa chomet bev er mintin war-lerc'h, lazhet e voe kalz anezho c'hoazh. En holl ne oa chomet bev nemet 128 eus an 917 soudard e kentañ strollad rejimant Ichiki.
An emgann-se a oa bet an hini kentañ eus an tri emgann dalc'het war an douar e-kerzh Kampagn Guadalcanal. Japaniz goude an taol kleze en dour-se o devoa komprenet e oa kalz niverusoc'h soudarded ar Stadoù-Unanet e Guadalcanal eget n'o doa soñjet. An nerzhioù kaset goude-se da glask adkemer nijva Henderson Field a oa kalz brasoc'h o niver.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Toland, John (1970). The Rising Sun: The Decline and Fall of the Japanese Empire 1936-1945. New York : Random House. 366 p.