Emgann ar C'haokaz
Emgann ar C'haokaz a vez graet eus un heuliad oberiadurioù brezel gant an nerzhioù alaman ha re ar Soviediz er C'haokaz war Talbenn Reter an Eil Brezel-bed. D'ar 25 a viz Gouhere 1942, unvezioù alaman o devoa aloubet Rostov-an-Don e Rusia, digor e oa rannvro ar C'haokaz ha Su an URSS. Tostik-tost e oa ar Wehrmacht eus an aour-du hag a oa a-dreñv Maikop, Grozny, ha Baku. Daou zevezh war-lerc'h, Adolf Hitler a roe urzh da gregiñ gant un oberiadur brezel er C'haokaz, anvet Oberiadur brezel Edelweiß. An holl nerzhioù lu alaman a oa aet kuit eus al lec'h e-pad ar goañv ha skarzhet gant an Oberiadur brezel Saturn (Операция «Сатурн»).