Emgann koad Belleau
Emgann koad Belleau (saozneg: Battle of Belleau Wood, alamaneg: Schlacht im Wald von Belleau) a voe stourmet etre ar 1añ hag ar 26 a viz Even 1918, e-pad argadenn hañv alaman ar C'hentañ Brezel-bed. An emgann a oa bet stourmet e-kichen Belleau, nepell diouzh ar stêr Marne e Bro-C'hall.
En un tu e oa ar 2nd ha 3rd Division (renet gant ar Major Jeneral Omar Bundy) gant nerzhioù gall ha saoz. En tu all e oa un hollad unvezioù alaman eus an 237vet, 10vet, 197vet, 87vet, hag 28vet Divizionoù. An emgann feuls-taer a zo deuet da vezañ un elfenn diazez eus sevenadur, istor hag enorioù korfad an United States Marine Corps.