Emma Bro-C'hall (894-934)

Ur pennad Emma Bro-C'hall zo ivez.

Emma Bro-C'hall (894-934) a oa ur briñsez frank, hag a voe dugez Bourgogn (921-923), ha goude rouanez ar Franked (923-934).

He zud

kemmañ
 
Daour roue frank : Charlez ar Simpl ha Raoul, pried Emma, pa voe kurunennet

Merc'h e oa da Roperzh Iañ, roue ar Franked (922-923), ha d'e bried kentañ, Aelis Maine, pe d'e eil pried, Béatrice de Vermandois. C'hoar e oa da Huon Veur, dug ar Franked.

E 921 e timezas da Raoul, dug Bourgogn, ha roue ar Franked adal Gouhere 923 pa voe kurunennet en abati Saint-Médard e Soissons.

O bugel nemetañ, Louis, ganet en 934, a varvas er bloaz-se en-eeun.

Harpañ he fried a reas da stourm ouzh emsavadegoù e wizien .