Emsavadeg spartakour
Ar Reveulzi spartakour (alamaneg : Spartakusaufstand), pe ivez Emsavadeg miz Genver (alamaneg : Januaraufstand) a voe un harz-labour hollek a c'hoarvezas en Alamagn etre ar 5 hag an 12 a viz Genver 1919.
Dianav pe dost e touez an dud, ouizien anezho pe get, komunourien anezho pe get, an darvoud anvet ar reveulzi Spartakour a chom hollbouezus evit an istor, liammet gant ar brezelioù evit an dieubidigezh. Bloaz goude Dispac'h Here Rusia en emsave dispac'hourion Alamagn. Komunourien Rusia a grede betek re e vije o reveulzi un doare dihun evit pobloù ar bed etrezek an dieubidigezh komunour, krediñ a raent o devoa roet lañs d’ar reveulzi bedel. Padal ne voe ket se tamm ebet a erruas met ur c’hwitadenn a laka emled ar gomunouriezh da c’hwitañ. D'an 9 a viz Du 1918 n'en deus ket degaset savidigezh ar broleterien en Alamagn, met fin ar renad impalaerour nemetken. Ur wech kaset da get hemañ n’eo ket bet sevenet ar reveulzi, met kemmet ar sistem politikel evit unan demokratel-bourc’hiz. Ar c’hwitadenn-se evit ar broletaerien n’eo bet maget nemetken gant an disentezioù etre ouvrierien, ar vank a aozadur el luskad reveulzier ha dreist-holl trubarderez ar sosial-demokrated eus an tu dehou harpet gant ofiserien uhel an arme.
Ar reveulzi en Alamagn n’eo ket bet obererezh ur strollad politikel bennak, tarzhet n’eus goude an arsav-brezel ha trec’hidigezh ar vro. Alamagn a oa o vont da fall, an Alamanted o deus bet c’hoant cheñch o bed pemdeziek zu evit dont unan habaskoc’h. Lojik eo a-berzh ar bobl Alaman en dije bet c’hoant da gemm e dazont, pa oa sac'het etre dienez ha naonegezh drastus. Ur wech gwelet ne oa ket didrec’hus an impalaeriez « santel » ez eo savet ar soñj ennañ e oa tu da gemm endroadur ar bed.
Dizurzhiet, hep pennoù-bras na palioù resis, ne ouie ket mat ar reveulzierien da belec’h e oa ret mont. Da gentañ sturiet gant ar soñj diveliour, goulenn a rae an emsavidi ar gwir da gaout ur gevredigezh frankoc’k, n’int ket bet harpet gant strolladoù an tu kleiz, ar re-se a zo bet souezhet mik en ur weled ul luskad ken kreñv a-berzh ar bobl, ha re ziwezhat o deus roet un hent da heuliañ.
An tri strollad pennañ en Alamagn a oa neuze :
- Strollad ar Sosial-Demokrated, niverus tre e izili (reformour); a gleiz ganet adal un dorridigezh *ar strollad sosial-demokrat dieub (reveulzierien anezho) ha diouzh an tu kleiz pellañ, ar Smmkusbund, lig komunour tost ouzh ar Venchevisted.
- A-dreñv dezho e teu re O. R., stourmerien ar sindikadoù reveulzier; an tu kleiz radikal, ar Strollad Nasional-Bolchevik hag an anarkourien o kaout e holl nerzh e su Alamagn.
Ar stourm bet kaset, etre ar reformourien hag ar reveulzierien a zo bet ken kreñv ma z’eo deuet a-benn da darzhañ en ur brezel-diabarz. Kement mañ a zo krog d’an 9 a viz du 1918, pa z’eo bet embannet krouidigezh ar republik gant an daou luskad, met ne darzho nemet goude un disemglev hir war renerez ar vro. Betek an 28 a viz Kerzu 1918, ar strolladoù pennañ(kleiz) hag ar re dizalc’h (kleiz pellañ + an anarkourien) a chomo asambles er galloud. Met adal ur mare e teu war wel un emglev nevez etre ar strolladoù pennañ hag ar strolladoù stourm eus an tu dehoù pellañ, broadelourien hag ez-soudarded anezho, a zeuio da vezañ an arme broadel nevez en Alamagn). Ar Spartakourien evit emsaviñ ha diskouez o nerzh a ya gant ar strolladoù frank. Al luskad reveulzier a vo trec’het dre an armoù, e plas emañ, ar c’hoari politikel a tegaso an nasional-sokialouriez er galloud gant an eil-brezel bed da heul.
Ar reveulzi-se na vez ket komzet kalz a ziwar he fenn gant an istorourien, pe en doare da gas o mennozhioù war-raok. Ar sosialisted en a-raok eo ar re washañ, ar memes re a zisoñj kaozeal a ziwar emsavadeg ar Mac'hnovisted (un emsav anarkour renet gant Mac'hno e Ukraina). En ur vezañ damzisoñjet gant ar brashañ niver, reveulzi Alamagn a chom unan eus darvoudoù politikel pouezusañ ar c’hantved tremen, dre ma tegas un harz da emled ar reveulzi komunour er bed. Ouzhpenn se e chom ur goulenn direspont, ma vije bet savet ur stad komunour en Alamagn, ha tu a vije bet da Hitler da zont mestr war ar vro?
Argadenn ar Freikorps
kemmañD'an 8 a viz Genver, Ebert a roe urzh d'ar Freikorps da dagañ ar Spartakourien. An unvezioù damm soudarsoudel-se a oa armet ha dafaret c'hoazh gant dafar ar C'hentañ Brezel-bed. Buan a-walc'h e voe bountet an emsaverien bloc'had goude bloac'had straed. Buan e godiane an emsaverien. En holl e oa bet 156 spartakour ha 17 ezel eus ar Freikorps lazhet e-pad an emgannoù. E-pad abardaez ar 15 a viz Genver, Luxemburg ha Liebknecht a oa bet kavet en ur ranndi e Berlin-Wilmersdorf apartment. Harzet, kaset int d'an unvez penn Freikorps,unan armet mat ha niverus ar Garde-Kavallerie-Schützen-Division. O ofiser, ar C'habiten Waldemar Pabst, a lakaas anezho da vezañ goulennataet. Diouzh noz, Pep prizoniad a zo skoet semplet gant armoù ha tennet en o pennoù goude-se. Korf Rosa Luxemburg a zo bannet e kanol Landwehr (adkavet e vo d'ar 1 añ a viz Even). Korf Karl Liebknecht a oa bet kaset dianav en ur morg.
Liammoù diavaez
kemmañ- Deutsches Historisches Museum: Januaraufstand
- Kalenderblatt der Deutschen Welle (Der Spiegel, 3 a viz Genver 2008): Aufstand in Berlin
- Karena Kalmbach, 2002: Der Spartakusaufstand
- Gerhard E. Gründler (Die Welt, 5 a viz Genver 1999): Was wollten die Spartakisten?
- Klaus Gietinger: Die Spur der Mörder führt in die SPD-Reichskanzlei – Zur Ermordung von Luxemburg und Liebknecht
- Elisabeth Hannover-Drück/Heinrich Hannover (Hrsg.): Der Prozess um den Mord an Rosa Luxemburg und Karl Liebknecht: Aus dem Plädoyer des Anklagevertreters (Jorns) (in: Der Mord an Rosa Luxemburg und Karl Liebknecht. Frankfurt/Main 1967, S. 111-115)