Endavant (Organització Socialista d'Alliberament Nacional) ("War-raok - Aozadur Sokialour evit an Disualded Broadel") a zo un aozadur broadelour ha sokialour krouet e miz Mezheven 2000 hag a stourm evit dishualded Katalonia dre glask lakaat e pleustr ur startegiezh diazezet war an Unvaniezh Poblel gant aozadurioù all eus an tu-kleiz disrannour.

Manifestadeg d'an 11 a viz Gwengolo 2005

Embann a ra ar gelaouenn Tanyada ("Egin").

Labourat a ra dreist-holl gant luskadoù sokial ha gant aozadurioù all eus an tu-kleiz katalanek. Sevel a reas e vouezh a-enep da Vonreizh Europa da geñver ar boblvouezhiadeg e 2005 evit abegoù o tennañ da wirioù broadel Katalonia hag ivez d'an nevez-frankizouriezh.

Er mouezhiadegoù e vez labouret gant Endavant evit Listennoù an Unvaniezh Poblel (CUP, Candidatura d'Unitat Popular).

Da geñver ar boblvouezhiadeg dalc'het e 2006 e savas a-enep d'ar raktres evit adwelet Statudoù Emrenerezh Kumuniezhioù Emren Katalonia Valensia hag an Inizi Balear dre ma kendalc'he gant ar sistem kent hep anavezout gwirioù broadel Katalonia hervezañ.

Liammoù diavaez kemmañ