Enez Krenn
An Enez Krenn zo un enezennig, 400 metr a-vaez da Veg an Arvor, e Morlenn Brest, e kumun Plougastell. An Enez Ront a vez lavaret ivez. 24 metr uhelder zo en he lec'h uhelañ. Eus ar strizhig-mor etre Beg an Arvor hag an Enez Krenn e reer "Pont an Enez", hogen n'eus pont ebet eno. Gwechall e talveze an enezenn-se da vengleuz evit tud ar c'hornad. Graet e veze raz gant reier an enezenn ha dont a rae an dud da droc'hañ ar geot a greske war-lein. Evit doare e oa ivez ur savenn douar a glokae difennoù ar c'heñvlec'h a gaver e Beg an Arvor[1].
600 metr er reter d'an enezenn ez eus daou vloc'had simant savet gant an Alamaned e-doug an Eil Brezel-bed. Prientet e oant bet da zegemer al lestr-hobrejonet Bismarck eus ar C'hriegsmarine en ul lec'h ma oa 16 metr donder. Goueledet e voe al lestr gant ar Royal Navy avat a-raok tizhout morlenn Brest.
War a seblant ne voe ket implijet stank ar bloc'hadoù-se da eoriañ. Dre ma'z eo tost ar ganol etre an Enez Krenn ha Beg an Arvor e vez redoù mare kreñv a-walc'h hag a ziaesa ar maneurioù eno.
Hiziv an deiz ne vez ket implijet ken an daou vloc'had ha deuet zo loened a bep seurt da vevañ eno evel skraviged boutin, abaoe ma oa tennet ar skeulioù a roe tu da bignat warno.
Notennoù
kemmañ- ↑ « L'Île Ronde (...) n'a rien de bien curieux, c'est une roche très haute disposée en strates très inclinées montrant des assises noires et blanches, sorte de marbre grossier dont on fit de la chaux avant que chemins de fer et bateaux à vapeur ne fussent créés. Au-dessus est une pelouse où les habitants du voisinage viennent couper de l'herbe, et une ligne de retranchements abandonnés, sorte de redan faisant face au fort de l'Armorique. », Victor-Eugène Ardouin-Dumazet, Voyages en France : Les Îles de l'Atlantique : 2. D'Hoëdic à Ouessant, t. 4, Paris, Berger-Levrault, 1895 lenn enlinenn