Enez Robinson Crusoe
Enez Robinson Crusoe zo unan eus an Inizi Juan Fernández e Chile. An eil enezenn vrasañ eus an enezeg eo. Stag eo ouzh Proviñs Valparaíso, e Rannvro Valparaíso.
An anv
kemmañIsla Robinsón Crusoe eo an anv spagnolek. A-raok 1966 e oa anvet Más a Tierra, Más Atierra pe Aguas Buenas, met adanvet eo bet gant gouarnamant Chile da enoriñ Alexandre Selkirk a awenas ar romantour saoz Daniel Defoe pa skrivas e romant Robinson Crusoe.