Santa Luzia (Kab Glas)
(Adkaset eus Enez Santa Luzia)
Santa Luzia zo un enezenn eus ar C'hab Glas, er gevred da São Vicente, er Meurvor Atlantel.
35 km² eo he gorread ha 395 m hec'h uhelder pennañ. En XVIIIvet kantved e oa un nebeud kouerien o chom enni met didud eo bremañ abalamour m'eo aet war dezerzhiekaat. Abaoe 2005 eo deuet da vezañ ur mirva naturel, asambles gant inizi Branco ha Raso[1].
Asambles gant enez São Vicente ec'h a d'ober kumun São Vicente.