Enezeg Dahlak
Enezeg Dahlak zo un enezeg eritrean, ouzhpenn 100 enezenn enni, er Mor Ruz e-tal da Vassawa.
Enezeg Dahlak
Stad | Eritrea |
---|---|
E tiriad | Semenawi Keyih Bahri |
Gwerzhid-eur | UTC+03:00 |
War ribl | Mor Ruz |
Daveennoù douaroniel | 15°50′0″N 40°12′0″E |
Yezh implijet | dalikeg |
N'eus nemet peder enezenn annezet a-hed ar bloaz, en o zouez Dahlak Kebir, an hini vrasañ. Dalikeg eo ar yezh a vez komzet gant an annezidi. A-hed an Istor e voe perc'hennet an enezeg gant Yemen, Abisinia, an impalaeriezh otoman, Italia, Etiopia a-raok bezañ ul lodenn eus rannvro Semenawi Keyih Bahri pa voe dizalc'h Eritrea e 1993.
Ekonomiezh pennañ enezeg Dahlak eo ar c'henderc'hiñ perlez, ha se abaoe an Henamzer.