Enid Blyton
Enid Mary Blyton (11 a viz Eost 1897 – 28 a viz Du 1968) a oa ur skrivagnerez saoz evit ar vugale. Ganet e voe en East Dulwich, e bannlev Londrez. Unan eus ar skrivagnerien vrudetañ evit ar vugale eo bet, dre ar bed a-bezh. Gwerzhet ez eus bet ouzhpenn 600 milion a skouerennoù eus he levrioù. Ha troet eo bet he oberennoù e 90 yezh.
Studioù a reas evit bezañ kelennerez ha kregiñ a reas da gelenn e 1919 e kontelezh Kent, nepell diouzh Beckenham, al lec'h ma tremenas he yaouankiz. Abred e krogas da skrivañ, istorioù ha barzhonegeoù. E 1916 e voe embannet he barzhoneg kentañ en ur gelaouenn. E bloavezhioù kentañ he labour kelennerez e kase tammoù skridoù ivez da gelaouennoù. He levr kentañ, anvet Child Whispers, a voe embannet e 1922. Ul levr barzhonegoù e oa, gant tresadennoù.
E 1924 e timezas ha kuitaat a reas he labour evit en em lakaat da skrivañ leun-amzer. Adalek 1926 e oa e penn ur gelaouenn evit ar vugale, anvet Sunny Stories, hag a zeue er-maez bep pemzektez. Kalz eus istorioù Enid Blyton a voe embannet er gelaouenn-se a-raok bezañ embannet e stumm levrioù. E 1931 e savas ur romant evit an oadourien, an hini nemetañ, ha ne voe ket embannet. An hini kentañ eus he levrioù a reas berzh, The Adventures of the Wishing Chair, a voe embannet e 1937. Neuze en em lakaas da sevel kalz-kalz a levrioù.
Goude marv he gwaz kentañ e addimezas e 1943. Adalek 1950 e voe embannet he levrioù en estrenvro, e yezhoù all. Neuze e save degadoù a levrioù bep bloaz (37 e 1957) ha gouest e oa da skrivañ etre 10 000 ha 12 000 ger bemdez. Paouez a reas he c'helaouenn evit ar vugale da zont er-maez e 1953. Ha krouet e voe unan all ganti neuze, an Enid Blyton Magazine.
He levr diwezhañ, Noddy and the Aeroplane, a zeuas er-maez e 1964. Pevar bloaz goude e varvas Enid Blyton e Hampstead, e Londrez.
Oberennoù
kemmañE-touez he levrioù anavezetañ e c'haller menegiñ :
- Famous Five ("Le Club des Cinq" e galleg), istorioù ur strollad pevar bugel, Julian, Dick, Anne ha Georgina (George), hag o c'hi Timmy, embannet etre 1942 ha 1963.
- Secret Seven ("Le Clan des Sept"), troioù-kaer seizh krennard, Barbara, Peter, Janet, Jack, Colin, Pamela ha George, hag ur c'hi ivez, embannet etre 1949 ha 1963.
- Five Find-Outers ("Les cinq détectives" e galleg)
- St. Clare's ("Deux jumelles" e galleg), buhez div c'hoar yaouank en ur skol-lojañ, embannet etre 1941 ha 1945
- Malory Towers ("Malory school" e galleg), embannet etre 1946 ha 1951
- The Naughtiest Girl ("Betty" e galleg), embannet etre 1940 ha 1952
- Noddy ("Oui-Oui" e galleg), 24 levr evit ar vugale vihan skeudennet gant Harmsen van der Beek, embannet etre 1949 ha 1963