Enrico Paoli
Enrico Paoli a zo bet ganet d'an 13 a viz Genver 1908 e Trieste (Aostria-Hungaria, bremañ Italia) ha marvet d'ar 15 a viz Kerzu 2005 e Reggio Emilia (Italia) . Mestrc'hoarier echedoù italian e oa. Deskiñ a reas c'hoari an echedoù p'edo nav vloaz. D'an oad a 60 vloaz e trec'has evit ar wezh diwezhañ e kampionad Italia. Gantañ e veze aozet tournamant brudet “Torneo di Capodanno” (Tournamant Etrebroadel Deiz-Kentañ-Bloaz) e Reggio Emilia: lañset e voe e 1958, hag aozet e vez c'hoazh. Hini 1991-1992 a vodas Garry Kasparov, Anatolij Karpov, Viswanathan Anand, Vassily Ivanchuk, Boris Gelfand, Lev Polugaevski, Mikhail Botvinnik, Mikhail Tal, Boris Spassky ha Vasily Smyslov ... Teir gwech e voe Kampion Italia, e1951 e Venezia, e1957 e Reggio nell'Emilia hag e 1968 e Milano. E 1950 e Venezia, Enrico Paoli a voe trec'h gant ar pezhioù du war ar Mestr Meur soviedat Aleksandr Kotov. E 1951 e teuas da vezañ Mestr Etrebroadel. E 1964 e voe dibabet evel Tredeog Etrebroadel. Mankout a reas un hanter-boent dezhañ en un tournamant e 1969 e Vršac evit bout anvet Mestr Meur gant ar FIDE (Kevre Etrebroadel An Echedoù). E 1996 e voe roet an titl "Mestr Meur" honoris causa gant ar FIDE. E 2004 (96 vloaz e oa) e kemeras perzh en e dournanamant etrebroadel diwezhañ, hini Saint-Vincent.
Div bartienn
kemmañ- Boris Spassky - Enrico Paoli (Dortmund, 1973)
|
|
|
|
|
|
|