An eratostenian eo ar marevezh douarouriel loarel a ya eus 3 200 milion a vloavezhioù 'zo betek 1 100 milion a vloavezhioù 'zo. Tennañ a ra e anv eus ar c'hrater Eratosten a verkas e grouidigezh e deroù ar marevezh. Furmidigezh ar c'hrater Kopernik a verk e fin ha deroù ar C'hopernisian. An dislonkadennoù bazaltek eus an Imbrian a sioulaas kent paouez penn-da-benn. Eus ar maread-se ez eo ar berradennoù maen teuzet yaouankañ anavezet.

Ouzh an Neoarc'heeg, ar Paleoproterozoeg hag ar Mezoproterozoeg e klot.


Marevezhioù eus Skeul amzervezhioù loarel :
Raknektareg - Nektareg - Imbrian Izel - Imbrian Uhel - Eratostenian - Kopernisian