Erika María Ender Simoes, ganet d'an 21 a viz Kerzu 1974 e Ciudad de Panamá, zo ur ganerez, ur sonaozerez, un aktourez hag ur broduerez abadennoù skinwel eus Panamá.

Erika Ender e 2014

Gant Luis Fonsi ha Daddy Yankee eo kenoberourez ar ganaouenn Despacito, bet gwellañ gwerzh en holl vroioù Amerika Latin.

E spagnoleg, portugaleg ha saozneg eo he c'hanaouennoù. Pemp albom he deus graet, tri anezho o vezañ anavezet er bed a-bezh.